EIL RUMMAD

MA MAMM GOZH (13)

TON : La poitrinaire.

A pa oan-me bihanik

E voen kaset un herrad.

Evit reiñ lec’h d’ur breurig

A oa ret da luskellat, {huchellat}

Davet mamm-gozh tenerañ

A zo bet marse er vro,

Hag enni c’hoazh pa soñjan

Ne ran netra met gouelo.

2

D’er sul pa ien ere-dorn {ari-dorn}

Get mamm-gozh d’an oferenn

N’oa anezhi met askorn

Edan un tammig kroc’hen —

Me c’houlenn geti: «Ma mamm-gozh, {m’houlen geti}

Perak kerzhit-c’hwi ker kromm?

Hi lâr din: An oad zo kaoz,

C’hwi ray pa vehet boulom.»

3

Pet vlez enta ma mamm gozh,

E c’houlennan buan geti,

Am eus-me c’hoazh da c’hortoz

E’it arriu en hos heni?

Hi reskont din: «Ma c’hrouadur,

Kours er-walc’h e kouezhehet

Kerzhit ho koar, a dra sur,

Hemp goût deoc’h ho po ma oad.»

4

Met, èl ma oan kurius

Ha ma mamm-gozh ur vaouez vat,

Hag en em gaven eürus,

Ne greden biken koshaat ;

Ivez, daousto d’he foanioù

Me lâr dezhi: «Selaouit,

Ma mamm-gozh c’hwi lâr ur gaou :

’Goshain ket-me gwezh erbet. »

5

Sellit amañ, ma mab paour,

A lâr-hi din ankeniet,

Setu aze del glas-dour

Staget mat int doc’h ar c’hoad,

Met tuchant a-zoc’h ar barr.

Hañval èldoc’h ar vuhez,

Lerc’h-ha-lerc’h e tain d’an douar

Èl deiz ha deiz pas ar blez.»

6

Met setu amzer paset,

Ema waet mamm-gozh d’an douar,

Ha men dorch get me mouched {men = me}

’Man daoulagad lan a zaer.

Met ar soñj-se a zo hir

Ha bremañ em eus prederi,

Rak ma mamm-gozh lâre gwir;

Ya, razh e koshaomp èlti.