PONT MOÑJOE
TON A RE BOTREL
Piv n’en deus ket en e vuhez
Klevet kaozeal a Bont Moñjoe?
Brudet eo bet-hag ar Faoued.
Eñv ar brasañ àr wazh Treskoad,
Kenevit heni Roskade.
2
Eñv zo ur pont mod gwezharall,
Ar loened a bas en tu ’rall
É vont er wazh bet-hag o c’hein.
An dud a bas a ziàr ar vein
É skampiñ ag unan d’an all.
3
Don eo eno en ur stankenn,
A-barzh e pas div vinojenn,
Daou hent bihan a ra ivez
Met ret eo mont a blom d’ar laez
Evit arriu àr ar votenn.
4
Kent e oa darempredet mat
Get holl an dud ag er c’hornad.
E'it monet en tu ’rall d’ar wazh,
Eno dalc’hmat e arriuec’h,
Mar beze genoc’h ur c’harrad.
5
A Bont-Moñjoe da Gêrdangi,
Heni monet, ne c’houlenno mui,
Get ur c’harr, en un hent ken fall,
Ha neoazh an dud gwezharall
A base a-barzh èl c’hoari.
6
Bremañ pand eo gwraet an hent bras
Nend aer ket mui a blom d’an dias.
Da glask hent bihan Pont-Moñjoe,
Aesoc’h eo heni Roskade,
’Menn e paser hemp gober kaz.
7
Kenavo deoc’h pontig Moñjoe,
Dilezet oc’h e’it Roskade.
Nend ay ket mui ken re ar vro
Da bas àrnoc’h, met re an dro;
Mar gellant e chañchint ivez.