AR BLEZ (34)

TON BAL


DISKAN:

Er vro-mañ ema brav bout

En all nend eo ket kaer goût.


— Pa glevan ar goukou el lann en Niziav

Me gred e vez arriu geti an amzer vrav.


— Paset vez ar goañv; an amzer rust ha kriz

Ha daet an nevezhañv get amzer miz Mari.


— Ne weler tro-distro met boketoù digor

Hag an heol eo koursoc'h a bar e toull an nor.


— En evned àr ar barr a gan joaius ha gae

Hag a ra o neizhioù get an amzer nevez.


— Amzer ar pardonioù ken gae ha ken bourrapl

Evit an dud yaouank met pas a ra fonnapl.


— Tuchant e vo an hañv get labourioù kalet

Kentizh an haderezh ar foenn a vez troc'het.


— Ret eo da labourer doubliñ da labourat

Evit serriñ an eost ema ret diskrap mat.


— Ar blouzenn 'barzh ar park a gomañs da wenniñ

Er mediñ, er charrat, er leur en berniiñ.


— En dorniñ a zo ret ha goude en gwentat

Hag en kas d'ar solier pe en kas d'ar marc'had.


— Met pa vo Gouel-Mikael mar bez gres ar blezad

E vo krampouezh lardet ha chistr a skudellad.


Mar chom eost da serriñ hastit buan achiuout

Rak ar goañv emberr a arriuo hemp goût.


— Ya, ar goañv kalet a za kentizh àr-lerc'h

Get razh e benvegoù: glav, grizilh, skorn hag erc'h.


— Serrit neuze an nor, bihan vo ar labour,

Reiñ boued gres d'ar loened, pediñ Doue d'ho sikour.