AR C’HROUADUR (56)
TON GALLEG A BOZ
DISKAN
Met da c’hortoz, àr mam barlenn,
Gwrait ma c’hrouadur toutou mignon.
Met da c’hortoz, en ho kavell,
Gwrait ma c’hrouadur toutou c’hoazh gwell.
1
Petra vehet-c’hwi un deiz zo?
Lârit-c’hwi din ’ta ma c’hrouadur.
Labourer-douar, peizant, aotrou?
Heni ne c’hell goût a dra sur.
2
Èl ho tud kozh c’hwi vo peizant,
Pe marse c’hoazh den studiet.
En ur gêr vras, un aotrou koant,
Pe ur mestr àr ar soudarded.
3
Marse c’hwi vo un den santel
A yay sur mat da vout beleg
Pe martelod er broioù pell
Ha pas hos amzer é redek.
4
Marse c’hwi vo den a vadoù.
Gronnet a argant hag aour,
Met marse, lan a vizerioù
Ne vehet netra met ur paour.
5
Marse é skriv get ar bluenn
C’hwi ’po amzer skañv ha deverr.
Marse er bed, evit em denn,
E vo forzh kalet ho micher.
6
Met bezit dalc’hmat den onest
Er plijadur èl er poanioù,
Rak kement-se e zo a-dreist
Ar pezh a zo a vicherioù.