AR PAOTR DISOÑJ (80)

TON BAL

DISKAN

N’em eus ket soñj erbet, o nann na n’em bo ket,

N'em eus ket soñj erbet ag ar pezh zo paset.

1

N’em eus ket soñj erbet pa oan daet er vro-mañ.

Ma spered oa re verr d’ar c’hours-se e ma fenn.

2

Na soñj erbet muioc’h pand on bet badezet

An anv a oa roet din àr-lerc’h em eus gouiet.

3

Pa yaen d’ar c’hatechim get holl ar vugale.

Piv a roas din ma fask, ar person? ar c’hure?

4

Àr-lerc’h e oan kaset d’er skol e’it bout desket,

Hiniv e’it lâret gwir ne ouian mann erbet,

5

Me yaas da vout soudard, me zaas en-dro d’ar gêr

Met ag an ekgelsis bremañ me ra fout kaer.

6

Pa yaen d’ar foarioù, pardonioù ma c’hornad,

Petra hoc’h eus gwelet? C’houlenn ma mamm, ma zad.

7

P’oan waet da zimeziñ ar person a c’houlenn

Genin er c’hatechim, ma ouien ma fedenn.

8

Pa yan da gofesat get an Aotrou person,

Me lâr dezhoñ sur mat ne rin ket a-feson.

9

Pa vo arriu an eur monet d’ar bed arall,

Pa vin dirak sant Pêr ma reskont vo ken fall.