AR WELLAÑ MICHER (69)
GWERZENN PE SONENN
Ma zud mar venn dezhe un deiz man dimeziñ
A choazo din unan er vicher a blij din.
Ya, en do ur vicher d’ar soñj a zo em fenn
Neuze, gae ha koutant, me zimezo a-benn.
Me ’m bo ur paotr yaouank, n’em bo ket un intañv
Ma zamallo bemdez ’balamour d’ar c’hentañ.
N’em bo ket un Aotrou nag en dehe danvez
Eñv ma ankouazhehe é klask mont d’ar c’hafe.
Na tudjentil erbet erbet daousto d’o madoù bras
A gar mat ar re ’ral, d’o fried vênt digas.
Pas memp ur mestr soudard goloet a vroderiz
Ha ma lakay sur mat d’ober an ekselsis.
Na pas muioc’h hennezh a vou den a bluenn,
Re diskuizh vo e gorf, soñjoù fall en e benn.
N’em bo ket ur jañdarm nag un den a lezenn
Ma lakay er prizon pa vo e soñj a-benn.
Na marc’hadour erbet ne vern pesort danvez
Rak eñv ma gwerzhehe marse ivez un deiz.
Komzit ur micherour ne lâran ket nitra,
Me venn din goût neoazh pesort micher a ra.
N’houlennan ket unan hag a yay ag ar vro
Marse e tay un deiz nen day ket ken endro.
An tavarnour a denn forzh chistr dre an alc’hwez
Ma zenno pa vo mezv er-maez ag ar gwele.
Ar pober a lârer, hennezh a foet e doaz
Get an nebeutañ soñj eñv ma foeto ken aes.
Ar boser zo un den kriz ha yen a galon
Eñ c’hello , ma lazhiñ èl ur loen.
Ar gov àr an annev é skoiñ àr an houarn ruz
Arnon a ray ivez a pa gavo an tu.
N’em bo ket un toer a blouz nag a vein glas
Me vehe intañvez un deiz mar gouezh d’an dias .
Na kalvez, na karrour, menuzer nebeutoc’h,
Kustum d’ober skolpad me skolpeto muioc’h.
Ar mason er vagoar foet ar pri, dorr ar vein,
A ray èl ar re ’rall a dorro àr ma c’hein.
Pas c’hoazh ur meliner é vont a di da di
Rak e wellañ micher a vo da man dikri.
Ar c’hemener rodet àr un tamm plouz tommet
En deus pezh a vecher, nend eo ket estimet.
Nag ur c’here muioc’h àr e daol azezet
A holl a anavan razh emaint mac’hagnet.
Ar gwiader get e stern a ra kalz re a drouz;
Me vo ’barzh an ifern; gwell eo ur paour àr plouz.
Na c’hoazh ur pilhotour nag ur marc’hadour blev
A werzho man dilhad ha bemdez a vo mezv.
Met e’it ar fallañ razh a zo ar botour-koad;
Gounit a ra trawalc’h, ’liés ne vez ket boued,
Met mar venn da ma zud reiñ din den a vicher
A viskoazh da ma soñj ema ar labourer.
Ya, ur labourer-douar nend on ket me melzin,
A gement soñj èldin me gred a zo ken fin.
Ar labourer er park é poaniiñ hed an deiz
Zo skanvoc’h e spered evit heni ar Roue.