AR PAOTR A GOSTEZ PONDI (31)
TON DA GERZHET
Me chom en un tiegezh
Just e-tal ar Blawezh.
Nend on ket pell bras doc'h Pondi
Un hanter lev a boan doc'hti.
2
Me 'm boa, e ma spered.
Lakaet hag arrezet
Mont ur blez da bardonioù kaer
Karvez, Kernenan, ar Vouster.
3
Me mont enta un deiz
D'ur gêrig a-kostez
Evit goulenn get ma mignon
Donet genin d'an tri bardon.
4
Geo sur eme-hennañ
Eit mont de Kernenan
Ni yay a-benn àr-lerc'h hor koan
Na bout nen dehe ket mui den.
5
Hed-ha-hed d'an hent bras
Ni gane en ur bas
Hag holl an dud a oa kousket
A zihune doc'h hon klevet.
6
Ni gane àr un dro
Ur sonenn ag hon bro:
«Dedans un an je m'en irai...»
Pa ne ouian ken met sort-se.
7
Pe oamp e Kernenan
Hanter-noz a oa lan.
Evit gortoz an oferenn
Gwraomp ur bale dre an dachenn.
8
Pa oa da c'holoù deiz,
Lâret, er chapel-se,
An oferenn ni yaas d'ar gêr
En ur bas c'hoazh dre ar Vouster.
9
Er Vouster arriuet
Ni chomas da glevet
Eno an oferenn kreistez
Ha debriñ un tamm boued goude.
10
Ha bremañ daomp-ni aes
Da gavet ar C'harvez
Koutant bout gwraet an tri bardon
Dispos a a gorf , gae a galon.
Notennoù Yezh
tiegezh {familh/tiegezh me 'mo ur verc'h a diegezh mat...}
Blawezh. {blañwezh}
{pell doc'h / pell diouzh}
{un hanter lev / 2 gartlev LH}
e ma spered. {en va spered}
arrezet {arreziñ = lakaat a-gostez}
ar Vouster. {Mouster/Moustoer}
Me mont enta un deiz {me [ha] monet}
D'ur gêrig a-kostez A GOSTEZ PONDI
ma mignon {ma mignon: ur plac'h ivez amañ ar paotr a Bondi // kamarad: ur paotr}
an tri bardon. {an tri fardon}
eme-hennañ
da Kernenan {da Gernenan}
a-benn {a-benn/diouzhtu}
àr-lerc'h hor koan {+ hor c'hoan // koan koén / ar rim?}
Na bout nen dehe ket mui den.
an hent bras {hént pras amañ}
Ni gane en ur bas
doc'h {ouzh /hon klevet} hon klevet.
Ni gane àr un dro
ag hon bro {ag hor bro kentoc'h} :
met sort-se. {ne ouian ken / ouian ket ken // kin}
lan.
gortoz {gortaz/gortoz}
an oferenn {D overenn}
da c'holoù deiz, {goloù - gouloù}
Lâret, er chapel-se, {lâret ha n'eo ket lârit: pa oa lâret}
ni yaas {Gwr: YA + dibenn as = yaas} d'ar gêr {ni a yeas ...}
ar C'harvez {Itron Varia Garmez}
da gavet {da/davet/trema}
an tri bardon {an tri fardon!}
{a gorf a gorv},
daomp-ni aes
gae a galon. {dispos + a / gae + a}{bugale aes a zesk}