AN EVNIG BIHAN (79)

GWERZENN

Pa glevan an evned é kaniñ, é tiskan

Me garehe èlte bout disoursi m’unan.

Kentizh èl mah splann, a-benn pand eo savet

An evn bihan a gan e-raok mont da glask bouet.

Gwell e’it lod kaer a dud hag a lâr en deus Feiz

An evnig-se da Zoue lâr e bedenn bemdez

Pozet àr ur barrig, kuzhet get un delienn

Ag ar mitin ema é lâret é sonenn

Àr-lerc’h c’hoazh àr an deiz mar karit

E gan a vo ur sort n’he devo ket chañchet.

Arsa evnig bihan piv en deus deoc’h desket

Kaniñ just ken hañval èl en amzer paset?

Kement ouiit bihan èl pa vehet koshoc’h.

Ar re ’rall en ho raok n’ouient ket tamm muioc’h

N’ankouazhit ket netra na deskiñ ne rit mui

Pandeogwir ar re ’rall gane just èldoc’h-c’hwi

C’hwi lâr ar memp sonenn berped get ar memp mouezh

Hag ar ar memes tres a rit bep blez

Èl m’ema ar blez-mañ e oa gwraet àrlene

Ha get ar memes traoù hag er memp lec’h marse

Biskoazh etredoc’h-c’hwi ne sav an disansion

Biskoazh n’hoc’h eus gouiet petra eo droug kalon.

C’hwi anav ar gwellañ ar ger «égalité»

Hag a anav gwell c’hoazh petra eo «liberté».

Kanit enta evnig, kanit c’hoazh kalz kreñvoc’h

Lârit splann nend eus den ken eurus evidoc’h.

Ya kanit hemp skuizhiñ, me gred pa vez sellet

Baradoez ar vro-mañ zo heni an evned.