AR POST TELEGRAF
Gwerzenn
— Me zo-me ur post telegraf,
Uhel ha plom èl ur berchenn ,
Ha me sav ken uhel ma fenn
Hañval doc’h heni ur jiraf.
— Eh on amañ e kreiz ur lann
Èl ur soudard pa vez gedour,
Get ar re ’rall doc’h ma sikour,
Prest-kaer da gomañs an emgann.
— Hañvaloc’h c’hoazh un tavarnour,
Gronet on tre a chopinoù,
Met é welet ma chalennoù [1]
Eh on kentoc’h ur galeour.
— Da vout flatour e vehen gwell,
N'em eus ’maet digor man diskouarn
Pa bas àr hon neudennoù houarn
An doare a dost hag a bell.
— Doc’h kement-se me chom digas
Gwell eo din lâret sorc’hiennoù
D’an nemb en deus c’hoant da’m selaou,
D'ar re vihan èl d'ar re vras.
Beg-kloz.
[1] chadennoù