AR GRIP ESPAGNOL (44)
TON A BOZ
— Get brezelioù - ha n'achiu ket -
Kleñvedoù bras a za berped.
— Ar grip espagnol za d'an holl
Ha kent mervel e taer da vout foll.
— D'an dud yaouank e ta hemp mank
Met d'ar re gozh nend a ket stank.
— Mar zegouezh deoc'h chom klañv un deiz
Get ar c'hleñved-se a-nevez.
— En anavout a zo aes bras:
Droug kein, droug penn,droug kof, ar paz.
— Ar gwellañ tra hoc'h eus d'ober
Chom en ho kwele a-benn kaer.
— Get kafe du hag evaj tomm
Marse c'hwi chomo c'hoazh da blom.
— Met mar zegouezh deoc'h ankouat
Evit traoù sklasus ha yen mat.
— Ar marv a arriu èl ur laer
A gas d'an douar ar breur, an c'hoar.
— Ne chom ket mui heni en ti
Met ur vamm baour lan a soursi.
— Rak he gwaz a zo er brezel
Get ar mab koshañ waet da heul.
DISKAN:
Ar grip espagnol a za d'an holl
Pardon man Doue
Met ar vuhez faot ket da goll
Ho pezet truez.