MA ZOK PLAT (64)

GWERZENN


DISKAN:

Ma zok plat, ma zok plat,

Get e voulouzenn ledan,

A zo a man dilhad

Ar pezh a garan muiañ.

Me zok plat, ma zok plat

A zo èl ur boked

Ha me c’hoarno berped

Ken pell evel dalc’hmat,

Ya me c’houarno berped

Àr ma fenn an tok plat.

1

Àr-lerc’h ur boned gwenn

Bihanig am boa bet,

Lakaet oa àr ma fenn

Un tok voulouzennet

Get ur bokedig kaer

E-tal ur blouk argant,

Hag a-raok ur miloer

Evit er lakat koant.

2

Un tok èl ma heni

A lâras din ma zad.

Kemerit mat soursi

D’er gouarn genoc’h dalc’hmat.

Bezet ne vern an oad

Na ne vern e pezh bro

Èldin, me ’m eus ar gred

Dezhoñ fidel d'ho tro.

3

A pa vez tomm d’an hañv,

Doc’h terennoù an heol

Get e vordenn ledan

Eñv ra din an disheol,

Hag a pa gouezh ar glav

’Liés get gwall amzer,

Pell doc’h ma fenn ken brav

Eñv ra d’an dour diver.

4

Nend eus ket e nebtu

A dra sur mod ken sot

Evel tok un Aotrou

Ken hir èl ur ribot;

A boan mar bas en nor

Ma nend eo ket uhel.

«Lakait-eñv àr ho tor;

Aotrou, ha c’hwi ray gwell.»

5

Na «kepi» ar soudard?

«Kasket» artizan-kêr?

Ne vo ket den gaillart

Get torchourioù dister.

Nag an tokoù bourc’hiz

A vez dre-se gwelet?

An tok plat da’m aviz

A zo ar mestr berped.

6

Penaos enta neuze

Dilezel an tok plat

Hag a zo bet bemdez

A rummad da rummad

Douget get hon tadoù

Gwazet a Vreizh-lzel?

Chañch un deiz hon tokoù?

Kentoc’h kant gwezh mervel.