AR WERZHEREZ DOUR (29)
TON GALLEG: Le chat noir.
DISKAN:
Tostait ma c'hoar baour,
En ur vonet d'ar gêr,
Da glask ur wezh dour
A fantan ar Voustoer.
Evit ho poneur
E lârin ur bater.
Roit ivez d'ar paour
An alezon mam breur.
1
Me zo gwerzherez dour e fantan ar pardon
Ha m'allum ar goloù dirak treid an Intron.
Me zo santez hiriv é lâret ma fater;
Àrc'hoazh e vin diaoulez pa vin arriu er gêr.
2
Me zo gwerzherez dour e fantan ar santez
Hag àr un dro paourez ha laerez c'hoazh 'lies.
Me zo ur gozh boufam hemp feiz ha hemp kalon;
Àr un dro paterat me daol malediksion.
3
Me zo ar fallañ gwrac'h zo marse àr an douar.
Me zo ur sorserez hag a daula ar barr.
Àr un dro kaozeal brav me lak an disañsion.
Holl ar c'hornad a-bezh gren é pas etalon.
4
Me gav an traou kuzhet hag en traou kollet razh;
Nend eus ket 'maetdonet da gas argant d'ar wrac'h.
Me aesa d'an derzhienn ha d'ar c'hleñvedoù holl,
É lâret ur bater hag e lâran d'an diaoul.
5
Me zo ar fallañ maouez a zo 'barzh ar c'hanton;
N'en deus na onestiz, na kousiañs evidon
Mar ran-me plijadur, 'liesoc'h e ran poan
Ivez, pa varvin-me, ne rin ket keuz da zen.