AN C’HWENNENN
(24)
(Gwerzenn)
Daomp da gousket a lâran skuizh,
Ha me a-benn d’ober un hun,
Met ur loenig du za kentizh
Da ma flemmiñ e’it ma dihun.
A oa eno e man gwele,
Prest da viret din ma repoz,
Kousket dezhi hed an deiz
Ha lemm he flemm doc’h man gortoz.
«Gortoit loenig du, ma «mouton»,
Gortoit lost kourt ha gargason,
Mar gelliñ get ma ivinoù,
Tarzhiñ ho kwadennigoù.»
Gwir an dra-se, e’it lâret mat,
Rak pa vehen-me un c’hwennenn
Nend ahen ket da grabisat
E-menn nend eus ket a verenn
Àr ur boulom tri-ugent vlez
N’en deus ’maet kroc’hen ha jergloù.
Hag ur boufam zo Ian ivez
A vos-divos ha rigolioù.
Kerzhit davet an dud yaouank
A zo ken blot ha ken tener
Ha kentoc’h c’hoazh, get aon a vank,
Choazit ur verc’h Ian a zouster.
N’ho po geti naon na sec’hed
’Maet azeziñ aes àr ho revr,
Debriñ, evet ha memp kousket
Just e-tal bord fantan kreiz-kêr.»
Sentet he doa? Ne ouian ket,
Met pezh a ouian, a dra sur,
Man gwalc’h àr-lerc’h am boa kousket
Get ar brasañ plijadur.
Gwrait-èldin.