MA Zl DIWEZHAÑ (5)
TON: Stourn an Tregont
(Barzhaz-Breizh).
1
Lâret vez e-mesk get an holl
Ema waet un den da vout foll
Pa ra, hemp kuitaat Breizh-lzel,
Manerioù kaer er broioù pell.
2
Pa lâromp en ur mod arall,
Ger ha ger èl mah lâr ar Gall
A pa ra hemp kuitaat Bretagn
Manerioù kaer e bro ar Spagn.
3
Nend on ket me soñjet d’ober
Evel ar re-se, ur maner.
Nebeutoc’h c’hoazh kuitaat ar vro;
Da heni lâret: kenavo
4
Met soñjet on a pa vin kozh.
Hag er c’huzhet ne ran ket deoc’h,
Dilezel ma zi a ziàr-vaez;
Tostaat da ma iliz parrez.
5
Tostaat d’an douar-hont a zaeroù
Lec’h m’ema bezioù hon tadoù,
Evit kemer e peoc’h, da c’hortoz
Kent achiu, un tammig repoz.
6
An deiz-se, mar savan un ti,
D’er gober e lakin soursi
Mah vo tre àr lein ur menez,
Distroet raktal d’an heol kreistez.
7
E-menn e c’hellin gwelet pell
Tro-distro din pa rin ur sell,
Hag an avel é huanadiñ
A ray c’hoazh nerzh din da ganiñ.
8
Lec’h mah c’hellin a doull man dor,
Gwelet ar c’houmoul dreist ar mor,
Gwelet an ti mah on ganet;
Gwelet ur lec’h din er vered.
9
E-menn, e-raok mont e gouarn-Doue,
A pa vin klañv àr man gwele,
E c’hellin, em foan, gwelet gwell
Lec’h mam bez e’it lec’h ma c’havell
10
Setu, d’am zi, ar lec’h choazet
Da c’hortoz un all er vered.
Met Doue e’it an Éternité
A roy kalz gwell d’e vugale.