AN TAPOUR RAZHED

(11)


ISTOER GWIR

Ar goañv-se, ar filaj-noz a veze gwraet en ur c’hraou e lost ma zi, ha bemnoz hemp mank, hrevez ar mod, holl merc’hed youank ar c’hornad en em zastume eno d’ober o labour ha me gete.

Èl mestrez an ti me oa ivez, dre oad ha dre zroed, mestrez ar filaj, karget da lakaat rañj ha peoc’h pa save bec’h, arestamant er farsoù pa yaent re bell, fin d’ar filaj pe veze an eur, ha lâret ar bedenn e’it achiu.

Bemnoz ivez, goude bout gwraet o labour: malet avaloù, hachet lann, bouetaet ar loened…, e tae d’hor gwelet, get lod-kaer a goñsorted arall, ur paotrig youank — seitek vlez a boan — anvet Gwilherm ar Gall, mevel bihan e tachenn lein kêr.

Brav e oa farsal get Gwilherm ha dibaotik ar gwezhioù ma fache. Ivez, plijadur ha bourrusted a gavemp é c’hoari dezhoñ troioù kamm. Un noz neoazh ni yaas re bell.

Gwraomp henoazh un dizhadenn da Wilherm, a lâr unan. Lakaomp-t-eñv da dap razhed. Ar pezh en doa kousañtet an holl a-benn.

Setu enta Gwilherm er c’hraou, hrevez e akustumañs, ha me da lâret ’benn un herrad àr-lerc’h.

«Arsav! ma zud vat, ur gousiañs eo klevet ar razhed ar blez-mañ. Gounezet eo ar vro anezhe. Emaint aze er solieroù — krap, krap, krap, krap. Debret e vehomp dezhe àr-lerc’h pa vo achiu ar gran.»

«Mes, a lâr unan ag ar merc’hed yaouank ag ar vandenn, nend eus ket ’maet un dra d’ober: o jiboesat.»

«O jiboesat! Plac’h paour, a reskontan dezhi, na penaos? Kement-se a zo labour ar c'hazh.»

«Mes geo, a lâr un all, aes er-walc’h eo. Ar loened-se a vez é vale d’an noz é klask o boued. Ama! re a ya d’ar solier, ha goude bout digoret ar fenestr, a fourbouch e kement lec’h a zo e’it o lakaat da sailh. Unan a chom diañvaez, edan ar fenestr, get un dra don bennak èl ur golo bara e’it ma chomint a-barzh ur wezh kouezhet, ha bezet sur e vint distrujet razh ag ar c’hentañ taol.»

«Daomp! a lâr Gwilherm, me yay-me er-walc’h, mar faot, get ar golo bara!»

Hag ar re ’rall da reskont buan: «Ha ni merc’hed, daomp d’ar solier!»

Setu-int enta er solier get skubelennoù, bizhier, barroù banal…, ha da skubat, ha da fourbouchat ag ur penn d’ar penn arall; e kement lec’h a zo.

Gwilherm a zo er porzh, edan ar fenestr digor-kaer, ar golo bara àr e benn, prest da blomiñ holl ar razhed a gouezho d’an dias.

En un taol, div blac’h, hag e oa gete peb unan ur sailhad dour, o bann àr un dro, àr o nerzh, àr benn ar c’haezh Gwilherm.

Treboulet, braouac’het ken e soñje sur mat bout arriu e kreiz lenn an Dourdu, eñv daol eno e c’holo bara: «Peoc’h! peoc’h! peoc’h!...» ha kuit, hag a-raok, fachet ruz...

Dimezet eo Gwilherm pell ’zo amzer, ha bras e vugale, ha n'en deus ket c’hoazh pardonet din da vout c’hoariet dezhoñ an dro kamm-se.

M’ho ped enta, ma zud vat, ma ne fell ket deoc’h kaout fachamant, na lakait ket biken ar baotred yaouank da dap razhed. Nend eus ket netra falloc’h.

Mari an Nezerez.