AR PESKETOUR FALL (54)

TON BAL


DISKAN :

E gwazh ar Sar eh eus pesked

Hag a zo mat pa vênt frintet.


1

Me ’m boa lakaet, un deiz, em fenn

Da gaout pesked da’m merenn.

Me mont enta da vord ar wazh

Met o zap a-barzh a oa gwazh.

2

Ar gwellañ evit pesketat ,

A lâr din ur pesketour mat,

A zo ur linenn ha loched

Pe kentoc’h kaout ur roued.

3

Allas! genin, àr man gwalleur

Nend a pesk erbet ag an dour,

Ne vo na dluzh na goujon

Da lakat er gêr er baelon.

4

Eurus e’idin, m’anav ur mod

D’o zenniñ aesoc’h ag ar c’hlot,

Rak me laro da Providañs (1)

Tap un neubeud din e konfiañs.

(1) Ur pesketour kozh ag ar c’hornad.

5

Ne greskin ket ma fec’hedoù

Fet a lâret aze ur gaou

Rak ar vestrez a skandala

P'arriuan er gêr get netra.

6

Èl-se an holl a vo koutant,

A bisked e torrint o c’hoant.

Ha d’hortoz c’hoazh mah vint frintet.

Me denno chistr mat da evet.

7

Pesketourion a zo lod kaer

A dap pesked é chom er gêr.

Gwell ar mod-se evit heni

Met ar yalc’h a vez gwazh.