AN DIVROIDIGEZH

(14)

Ar c’hleñved a ra ar muiañ droug er vro, hiniv an deiz, a-dreist pep tra d’an dud yaouank, a zo an divroidigezh, an dilez ag ar maezoù e’it monet d’ar c’hêrioù bras.

Ne gomzan ket ag ar gwazed a ya pelloc’h, un herrad amzer, da c’hounit ur blank muioc’h e’it donet en-dro, da bep kours, davet o zud da zegas dezhe o gounidoù. Nann! Daousto dezhe neoazh bout ’lies c’hoazh bras ag an droiadoù-se, kenkours a-zivout ar relijion èl a-zivout ar yec’hed. É heuli tud galous e serrer gal, èl é heuli tud hemp feiz e koller ar feiz. Nag e vehent tud a goñportamant mat, yac'hoc’h eo bout àr ar maezoù, en aer bras, e’it er c’hêrioù-se é lonkiñ huan fall ha lous, ha kousket d’an noz en un toull enk ha teñvel bennak (re ger e vehe re ’rall), e-menn kant ha kant en o raok en deus serret ar c’hleñved-sec’h (poitrinaire), hag e-menn emaint sur d’er serriñ ivez d’o zro; eürus c’hoazh ma ne gousiont ket àr-lerc’h o zud er vro, pa zaont en-dro. E’it an dud yaouank hag a guita e’it mat, ema c’hoazh gwazh an traoù, rak an darn muiañ ag ar re-se ne savo ket tiegezh erbet, da lâret eo, ne zimezint ket. Kenevit-se me lârehe: «Mat a raont monet kuit, frankoc’h e vo d’ar re a chom dre-mañ, hag ar Vretoned a stanko er lec’h arall.» Doc’h an tu arall kement-se a servijehe da c’hwennat ar vro mard ahe ar re fallañ kuit, mes allas! get ar re fall eh a ar re vat, tud hag en dehe gwraet menajoù mat dre-mañ ha ne raint netra ’maet em goll er c’hêrioù bras-se.

Kalz a barrezioù, an darn muiañ, e’it nepas lâret an holl, a zo skoet d’ar c’hleñved-se: an divroidigezh, ha parrez Gwern muioc’h c’hoazh e’it heni; setu perak er barrez-se, gwezharall ken mat ha ken kristen, ema bremañ gwannaet mat ar feiz ha kreskaet an diroll. Ur barrez nevez e’it an diañvaezour.

Dam! ne glevit ket lâret bemdez: «Fondet eo ar vro; ar C’hallaoued a c’hounid àr ar Vretoned e kement lec’h a zo; an tachennoù, ar plasoù a ya get an diañvaezourion; tuchant d’ar Breton ema kollet e vro». — Penaos ne vehe ket an traoù èl-se pandeogwir ni ya kuit e’it roiñ lec’h d’an dud-se hag a gav ema kerkours ar vro-mañ èl o heni; kenevit-se nend ahent ket dezhi.

Ya, fondet eo ar vro sur, ha fondet e vo c’hoazh muioc’h-mui, mar zalc’h an dud yaouank d’he dileziñ, ar vestr da roiñ o c’houmanantoù da dud a lec’h arall, a-vaez bro; an holl, pe an niver brasañ atav en ur sevel get an diañvaezourion, èl ma er graont hiniv an deiz e kement bouezherezh a zo el lec’h gober get tud ou bro.

Bremañ, selaouit ma istoer:

Yann Yec’han, devezhour labourer-douar, é chom en tu-mañ a vourc’h Gwern, rak nend eo ket c’hoazh marv, en deus seizh a vugale, peder merc’h ha tri mab, hag o seizh e Pariz. An diwezhañ, ur plac’h a naontek vlez, en des gwraet èl ar re ’rall a-c’houde tri blez zo, hag èl ar re ’rall ivez, ne zegas ket d’ar gêr doare erbet, pas muioc’h da gentañ deiz ar blez e’it an deizioù arall.

Yann Yec’han en deus tourmant get kement-se. Bout kemeret poan da zesav un tiad mat a vugale ha bout dilezet gete bremañ pand eo kozh, p’en deus ar muiañ dober a sikour… Ne lâren ket deoc’h tuchant: ar re a guita, a zilez àr un dro, ar liesañ atav, bro, kerent, onestiz ha relijion, ha marse ouzhpenn c’hoazh…

E ganderv, Salaün Yec’hann, é chom etaltoñ, doc’h er gwelet ken chifet, a lâr un deiz dre e soñj: koustele me zegaso bugale Yann Yec’han d’er gwelet, mar o deus c’hoazh un tamm karantez bennak e’it o zud atav, rak ar boufam, maouez Yann Yec’han, a zo c’hoazh bev mat ha ken glac’haret èl he gwaz pe muioc’h a-zivout digasted he bugale. Un deiz, e Pondi, eñv gas dezhe dre ar post ur lizher preset, daet e oa penn a c’hoût o chomlec’h. «Tad marv. Interamant kentizh ma vehet arriu.»

Setu-int o seizh é tonet d’ar gêr, gete kouronennoù, boketoù èl mah vez e’it ar re varv. Arriu en ti, nend eus ket ’maet ar boufam.

«E-menn ema hon tad, a lâront-int, marse ema interet? Perak n’en deus ket gortoet ma vehemp bet arriu?...»

Ar boufam, souezhet, a soñje e oa daet he bugale da vout foll.

«Setu perak, eme-hi, ne skrivent ket d’ar gêr; an dud-mañ a zo foll brein.»

«Ho tad, eme ar vamm, nend eo ket marv, ema é labourat get hor c’handerv Salaün.»

Salaün, get ur minc’hoarzh, a anzavas e oa eñv en doa c’hoariet da vugale e ganderv an dro kamm-se «e’it roiñ dezhe, a lâre-eñv, ur gentel (leçon) vat».

Mat en doa gwraet, rak a-c’houdevezh bugale Yann Yec’han a skriv d’ar gêr rekis en ur gas, gwezh-a-vez, meur a bezh gwenn ha memp re velen.

Gwell o dehe gwraet c’hoazh pa vehent bet chomet er vro. Koñfortaploc’h e vehe d’an eil hag egile, dezhe ha d’o zud.

Kar-e-Vro.