UR PIRC'HIRINAJ (30)
TON KOZH A-BOZ
Me'm boa lakaet em fenn, ur blez, mont da bardon
Santez-Anna-ar-C'hoad get mam brasañ mignon.
Me monet d'he c'havet un deiz àr ar pemdez
E'it goulenn he aviz geti àr gement-se.
Kent arriu en he zi me he gwel é redek
E'it dont en arbenn din beta korn he c'houarc'heg.
Ha hi c'houlenn genin, èl mah oa forzh souezhet :
Petra zo a nevez pand oc'h daet da'm gwelet?
Ya, hi c'houlenn genin: «Petra zo a nevez,
Pand oc'h daet da'm gwelet d'ar c'hours-mañ ag an deiz?»
— Me lâr dezhi: «Man dous, d'ho kavet eh on daet
E'it goulenn ho aviz àr ur soñj am eus gwraet.
Me 'm eus, pell 'zo amzer, lakaet e ma spered
Monet da bardon kaer Santez-Anna-ar-C'hoad;
Ha perak eh on daet, hiriv, betag ho ti
E'it goût mard oc'h koutant da zonet da'm heuli».
— «O geo sur eme-hi, a lâr-hi din joaius,
Mont da Santez-Anna, me yay ivez eürus.
Hag evit an deiz-se èl e'it ar gouel brasañ
Me lakay ma stiraj, mam brageris kaerañ.»
P'oamp arriu e chapel Santez-Anna-ar C'hoad,
Eno en em gave kalz ag hon mignoned.
Mar em boa plijadur, ha mar oa bras ma joa
E oa kaout man dous genin doc'h ma c'hostez.
Hag an dud etreze lâre doc'h hon gwelet:
«An daou zen yaouank-se sur mat zo dimezet».
Met mar lârent ur gaou ne oa ket bet forzh hir
Rak, Malarde àr-lerc'h, kement-se a oa gwir.
— Bremañ enta, man dous, daomp-ni hon daou d'ar gêr
Ha da Santez-Anna lâromp ar memp pater.
Lâromp àr hon daoulin evit bout selaouet:
Santez Anna-ar-C'hoad gwrait ma vehomb daou bried.