AN DURZHUNELL (38)
TON NEVEZ
(Almanak an U. R. B.)
1
N'hoc'h eus ket klevet èldin-me — pa vez miz Mae,
An durzhunell èl ur vatezh
É c'hoeriñ he saout d'he devezh? trrr. trrr. trrr.
2
Nend eus ket geti é c'hoeriñ — sailh na koupenn
Hag el lec'h laezh er yeotenn, vez
Ne c'hoer hempken 'maet karantez.
3
Turzhunellig lan a zouster — ha ken tener
Ma en em daolit get glac'har
Da vervel pa gollit ho par.
4
Ar goukou genoc'h en deus mezh — hemp par na neizh
C'hwi chom genomp e-pad an hañv
Evit desav ho re vihan.
5
C'hwi zo skouer ar briedelezh — er bed a-bezh
Tra ma vevit c'hwi c'houarn ker pell,
Etredoc'h karantez fidel.
6
Met pa vez tost an amzer griz — ho par ha c'hwi
Kuitat ar vro a zo ret deoc'h
Monet d'un all a vez tommoc'h.
7
Hag er vro-se èl e honnañ — get ho sonenn
C'hwi c'hoero èl amañ bemdez
Pas saout, na laezh met karantez.
Trrr. trrr. trrr.