AR GAOUENN (39)
DISKAN
You hou hou hou! kri ar gaouenn
Kri hon tud kozh ’barzh an emgann
Un huch a joa hag a vrezel:
Dalc’homp d’hor bro bet-ha mervel.
1
En ur greuzenn e kreiz ar c’hoad
— He-unan kaer èl ur monac’h —
N’hoc’h eus ket gwezh-a-vez klevet
Sonenn hirvoudus ar penn-kazh?
You hou hou hou!
2
Ar goukou lâr : koukou, koukou;
Ar gaouenn a ra: you hou hou,
An eostig-nozgan pa vez kaer,
Ar gaouenn pa vez gwall amzer.
You hou hou hou!
3
Kuitaat bep blez, donet en-dro
A ra lod kaer ag an evned;
Ar gaouenn chom bepred er vro
Èl gwezharall ar Vretoned.
You hou hou hou!
4
Ar chouaned e’it em zastum
A huche d’an eil d’egile:
You hou hou! èl mah oant kustum.
En hor bro difennomp ar Feiz.
You hou hou hou!
5
Da noz pa glevan, d’ar goañv,
Kri ar gaouenn lan a dristez,
Me dosta mui-oc’h-mui d’an tan ;
Me ya donoc’h e man gwele.
You hou hou hou!
6
You hou hou hou! e’it ar paour-kaezh
N’en deus na boued na lojeris.
Digorit buan dor ho tiegezh
E’it digor deoc’h ar bara’ouez,
You hou hou hou!