AR GERNEVADEZ (16)


Pa oan-me ugent vlez, ne oa ket, hemp tonat, nag e parréz Lanwelan, na marse e kanton ar Gemene a-bezh, un den youank ken koant ha ken labous èldin.

A-zivout an danvez, n'em boa netra ’maet un tri-ugent skoued en argant, pevar re votoù-koad, teir roched lien kriz, daou varlon kulotoù, un dirak-jilet vihan ha magiñ ur penn-deved, a c’hounezen, èl gopr, e ti ar Minour e Kervachelod, Seglian. Kervachelod! un anv kaer hag a blije din. «Kêr n'em eus ket lod», a lâren en ur c’hoarzhet.

A hendarall, ruz èl ur boked, «fiks» èl ur soudard ha fier èl ur paun.

Ur blez, èl mah oan tost, e oan waet da foar Sant-Laorañs Eost.

N’hoc’h eus ket klevet ar sonenn a vez lâret da gostez Pondi.

E Sant-Laorañs er bod e oan bet,

Ur bragoù ruz am boa prenet.

Me sailhe du-mañ, a sailhe du-hont,

Hag an dud a selle doc’hon.

Me yay get an diaoul

Strimpoù ha bouzelloù,

Mar em eus laeret mam bragoù.

Ne oa ket genin ur bragoù ruz, met koant neoazh: «Ur botoù-lêr nevez-flamm, ur c’hulotoù paket mat, ur re danvez fin, ur jiletoù gwenn boutonet, ur re gloan-meud, ur rochet ampezet mat get ur rañkat boutonoù melen e kreiz, un tok plouz tresennet get ur velouzenn hir ha ledan hag ur blouk gwenn èl argant. Em sakod, ur pakad butum a zek blank, ur c’horn butum giz nevez hag ur pezh a ugent real

N'em boa ket gwraet ’maet teir dro er blasenn foar, ‘benn e kavan ur Gernevadez gwisket dister, gwir eo, ag an disterañ memp, met doc’h he zremm, doc’h he fas me zivine er-walc’h e oa ur plac’h a ziegezh mat.

N'em boa ket bet dober d’he fediñ kalz ’benn e oamp hon daou é evet ur bannig heni dous e ostaleri ar Moign pe an Eostour, n’em eus ket soñj, ha goude, d’he c’has d’ar gêr get ur goñsortez arall he heulie.

E-pad stagiñ ar jav, ur pikol marc’h ruz, hag ur gariolenn kaer, me soñje: «Me gred er-walc’h em eus choazet un tamm re vras amañ. Neoazh, piv a oui? Marse ar jav hag ar c’harr-mañ nend eo ket dezhi, ken bihan.» Hi ivez, hi zelehe lâret: «Ar Gwenedour-mañ a zo ur pinard mat ken koant èl m’ema gwisket.» Paour-kaezh plac’h! don mat hi lakae he biz en he lagad.

Setu-ni àr an hent: brrrr... karr an diaoul. Gwell eh aemp e’it an hent-houarn; monet a raemp èl an avel. E berr amzer, setu paset Rostrenn, Goareg, Mur pe Plougernevel, ne ouian ket re piv, met pell eh omp arriu atav. ’Benn ar fin, e tistroomp en ur parkad melchon druz, ha goude, e re kaol, rutabaga, betrav, karot, sort n’em boa ket gwelet biskoazh.

«Amañ ne vank ket boued d’ar loened, a lâran da man dous; da biv eo ar parkoùier-mañ?»

«Da ma zad», a reskont-hi.

Me grava ma skouarn: «Aiaou, kanderv, manket oc’h».

Un tammig pelloc’h, e kavomp ur parkad saout. Buoc’hed razh ha re vat.

«Sell pesort bagad saout! a ran-me souezhet; da biv ar buoc’hed gaer-se?» a c’houlennan c’hoazh.

«Da ma zad», a reskont-hi.

«O man Doue, man Doue.» Kravat a ran ma fenn muioc’h-mui. Manket on é tonet get ar Gernevadez dister-mañ.»

Un tammig pellikoc’h e kavomp ur park arall lan a ec’hen, koleioù-tarv ha re ‘rall, re ken bras èl kezeg.

« Biskoazh kement ’rall! Da biv eo razh an ec’hen vras-mañ?» a c’houlennan en-dro.

«Da ma zad», a lâr hi berped.

Aiaou c’hoazh en-dro. Prest e oan da sailhal ag an diaoul karr-se, met kentizh, en ur park a kostez, e welan ur vandenn kezeg, ebeulion a bep oad hag a bep liv; kazegenned re gaer, brasoc’h c’hoazh e’it an heni a oa genomp.

«Da biv eo razh ar c’hezeg-se?» a c’houlennan, èl mah oan komañset, en-gorto m’he dehe reskontet din arre: «Da ma zad»

«Da ma zad», a lâr-hi, sur.

«Gortoit, merc’h youank, mah tiskennan ag ho karr, mah an en-dro d’ar gêr. Arriu on pell er-walc’h.

«Dait-tre, den youank, eme-hi, arriuomp e ti ma zad.»

«Pas, pas, eme-me, unan a n’en deus ket loen erbet ’maet ur penn-deved, nend eo ket propr monet da gas ur verc’h èldoc’h da di he zad.»

Ha me d’ar gêr àr-droad. Paour-kaezh Gwenedour!

Ar mare àr-lerc’h, me da bardon Kernenan, koant èl berped. Eno em boa gwraet anavoudegezh ur verc’h yaouank, koant èldin ma-unan: ur c’hoef dantelezet, un danter seiz mouar, jae perl ha bordoù forzh pegement. «Chom a rae tostik-tra d’ar Gemene, eme-hi, e-tal Kichen-Anhoé». Gouiet er-walc’h em boa e oa gwir, pandeogwir memp, hiniv an deiz eh omp dimezet hag euredet hon daou, an eil d’egile.

Pa soñjan em C’hernevadez, m’houlenn get Doue ar c’hras, pas da roiñ din ar madoù bras am boa gwelet an deiz-se, met da veviñ aes get ma zud e Kernetra, e-menn eh omp é chom hemp monet biskoazh da Gervizer.

Koantik.