AN DIVROET

TON KOZH, Pe Stourn an Tregont

1

Kuitaet am eus pell 'zo amzer

Ha dilezet ar labour douar,

E'it monet da redek e kêr

Micherioù arall en arvar.

2

Gounit argant a oa ma soñj,

Beviñ aesoc'h mar boa moiand

Piv ne drokehe ket e loj

Hag e vizer doc'h aezamant?

3

Setu me un deiz e Pariz,

E-menn ar vuhez zo deverr,

Ha laosket, èl ma oa rekiz,

Ma maouez ha bugale er gêr.

4

Met un nebeud blezioù àr-lerc'h.

Get ar labour àr gwall doulloù,

Me gollas un deiz holl ma nerzh.

Ne chomas genin 'maet poanioù.

5

Glac'haret bras, me zaas d'ar gêr

Davet ma zud en ur stad fall,

En ur gas d'ar vro ma mizer

Ha roet ma nerzh el lec'h arall.

6

Ag argant ne gomzit ket din,

— Buanoc'h é debriñ eit gounit—

Ha doc'h ma zud, é tileziñ,

Ma c'harantez a zo waet kuit.

7

Bout ma lâran ar wirionez,

Doc'hin ne facho ket heni,

Rak peb unan ray c'hoazh rhevez

A vo d'e soñj ha fantazi.

8

Met c'hwi ha zo chomet er gêr

Da labourat en ho parkoù,

Hag a zo yac'h, hag a gav kaer,

Hag a oui ne lâran ket gaou.

9

Na mar gavit, un deiz, an tu

Da welet get ho daoulagad,

Re mac'hagnet, kam ha «bostu»

Hag e vo bet tud divroiad.