AR GOUKOU (37)
TON NEVEZ
(Dihunamb)
1
Me zo un evn hag anavit, o
Rak me za bep blez d'ho kwelet, koukou
A lâr ar memp sonenn berped, tokoù-plouz.
2
Nend on ket bras a zivaskel,
Na ma sonenn nend eo ket gwell
Met d'ho kwelet me za fidel.
3
Ya, bep blez e tan-me d'ar vro
Get an amzer vrav àr un dro,
Met pa vo re domm me guito.
4
Arriu ran 'benn fin miz Meurzh;
Gouel sant Jozeb, 'lies àr-lerc'h
Mar bez da zoujiñ skorn hag erc'h.
5
Met ne choman ket hir amzer
Etre gouel Yec'hann ha gouel Pêr
E vez mall din monet d'ar gêr.
6
Heni ne oui a venn e tan,
E-menn pasan m'amzer vrasañ,
Na d'e-menn eh an pa kuitan.
7
N'em eus na bro, na kar, na par.
Me zo desavet en arvar
Get un evnig, ar gwrac'hig-douar;
8
Lâret e vez hemp nac'hiñ tamm
Am boa-hi debret, ma lez-vamm
A gement-se me zo divlam.
9
Rak pa vehe gwir an istoer
Dalc'het am behe d'ober
Evel ar skoul hag ar spalfer.
10
Pa vez paset amzer miz mae,
Mam bouezh raouiet ne lâr ket ger {gê}:
Er-walc'h am bez kanet e'it ur blez.
11
Met 'benn ar blez mar dan en-dro,
Me gano é arriu er vro:
Hag a lâro e'it kenavo:
42
D'ar c'hefeleg hag a gavan :
«Petra zo er vro ar guellañ?»
«Kaouled ha laezh-tro» respontan.
13
«Nend eus a-barzh, lâr ar paour-kaezh
— 'Ma é arriu ha eñv é tec'h —
Met krougerezh ha lazherezh.»
14
Daousto nend eo ket brav ma son,
Me gan atav a greiz kalon:
Rak hed-ha-hed ema breton.
15
Hañval doc'hin, kanit c'hoazh gwell: o
Enor berped da Vreizh-lzel, hor bro
Ha dezhi holl chomomp fidel àr un dro.