AR LOAR (26)

TON GALLEG


Pa oan get ma mamm àr he brec'h — p'oan tener

Me 'm beze plijadur seul gwezh — get ar loar.

Bremañ c'hoazh pand on arriu bras — me gav kaer

É klevet ar farsoù a bas — doc'h ar loar.

2

Gwelet 'm eus bet: ar mor bras e koler

É honet d'ar lein ha d'an dias — lan a herr

Ne gredan ket e gwirionez — 'ma ar loar

A zo penn kaoz da gement-se — ur mister,

3

Bout a zo tud a pa vênt klañv den ne oar

A damall ruz hañv ha goañv — na d'ar loar;

E kreska o drougoù muioc'h — d'ordiner

Seul gwezh mah ta da vout brasoc'h — nag ar loar.

4

Bout a zo re hag a lâr c'hoazh — 'ma ar loar

A ra sur mat er vro-mañ razh — an amzer

Ha ne vez ket na glav na heol — pa garer,

Met a pa chañch ar loar a daol — seul karter.

5

Int meump ar labourizion-douar kent gober

Meur a labourioù en arvar — sell ar loar,

Ha doc'h mah vez troet he c'hornoù — vez dañjer

Hadiñ an douar meur a draoù — a laker,

6

An dud doc'h ar loar en em glemm — hemp dober

Ma nend eo èl an heol ken tomm — ema kaer

He gwelet e kreiz stered — ha deverr

Rak ne ra poan da zen erbet — met d'ar laer.

7

Evidin-me n'ouian netra — en afer

Met seul gwezh din, servij a ra — mont d'ar gêr

A pe vên dre-se é postal — èl lod kaer

E'it pas aesoc'h en toulloù fall — hemb dañjer.

8

Ur c'hres a c'houlennan get Douemah vo loar

P'arriuo man diwezhañ deiz — hag an eur

Mah c'hellin splann get an Ankoù — en amzer

Monet da gas ma faperioù — da sant Pêr.