AN HENT BIHAN (9)

TON NEVEZ

1

Hentig bihan, teñvel mam bro

Bouilhenn a-barzh, lan tro-distro.

Kerkours d’an hañv

Èl d’ar goañv,

Ne vank a-barzh a doulloù-tro.

2

E kreiz an hent é pas ur wazh;

Roc’h hed-ha-hed ma ne vez gwazh.

Àr ar votenn

En devalenn

Bourdiñ a raer ouzhpenn ur wezh.

3

Strizh hed-ha-hed etre div c’harzh

Eürus mar geller pas a-barzh

Distroiennoù

Kammdroienneu

Ne baser ’lies met a-varc’h.

4

Don ha moan, lous tro ar blez

— Na rit ket forzh a gement-se —

Rak en tu ’rall

Mard oc’h re fall;

Er parkoù e paser ivez.

5

Met, hent biban, chomit e peoc’h.

Àrnoc’h ne arriuo ket bec’h.

C’hwi laosk ar barr,

Da bas mar kar,

Plijadur enta po ho leizh.