AR BLEZAD AVALOÙ (57)

TON GALLEG: Le jus de la treille.

DISKAN :

Evomp chistr, evomp skudelladoù.

Èl mah eus ur blezad avaloù

Karget eo ar barrikoù lan-tenn.

Evomp chistr, evomp chistr get ar werenn

Evomp get ar skudell

Ha ni ray c’hoazh kalz gwell.

1

An Aotrou Doue hag a zo mestr bepred

En deus bet c’hoazh soñj ag ar Vretoned.

Eñv deus roet deomp nag avaloù ha per.

Chistr er presoer a red lan an toull-bir.

2

Mar bez ret deomp pasiñ hemp ket arre

Rak ne vez ket roet avaloù bep blez.

Ni zalc’ho soñj àr ar blez-mañ paset,

Get ar soñj-se ni dorro hon sec’hed.

3

E’it ne vo ket o unan ar baotred

É evet chistr, é c’hober joaiusted,

Ar merc’hed zay mar karont da sikour

Ne gollint tamm erbet o enor.

4

Ar gwin ardant laoskomp-eñv a-kostez

Nend omp ket é klask berraat hon buhez.

Met ar chistr mat ne ra ket poan da zen

Evomp seul pred adal lein bet-hag koan.

5

Mar chomomp klañv get ur bannig re

Ni chomo en deiz-se en hon gwele.

Kentizh en-dro pa vehomp arriu yac’h

Ni evo chistr met neubeutoc’h neoazh.

6

Pa vo skarzhet holl ar barrikadoù,

En avalenn ne vo ket seblant bleuñv

Neuze e peoc’h, ni chomo holl er gêr

A evo dour a pa vo ret gober.

7

E’it derc’hel soñj ag ar blezad chistr-mañ

Evomp pep a skudellad vat a-benn.

Kanomp àr-lerc’h an diwezhañ tapenn

Ar sonenn-mañ a chomo en hon penn.