A VISKOAZH MESTR MUT ERBET NE VEZ SERVIJET MAT
(7)
Bout zo gwerso amzer, un den a gostez ar C’hernev, ankeniet abalamour d’ur prosez hir ha luzius, a glevas lâret un deiz penaos, en aferioù sort-se, e oa mat goulenn sikour get sant Iwan. Rak ma oa ar sant bras-mañ avokad en e vuhez, eñv en doa c’hoazh, goude e varv, ar galloud da lakaat ar wirionez da splanniñ. Met, e’it bout suroc’h da c’hounit, n'en doa namaet gober ur perc’herinded betak ar chapel gloestret da sant Iwan, e parrez Bubri, er vro Pourlet, ha heuli ar vinotenn en doa gwraet gwezharall ar sant-se.
En ur glevet kement-se, daousto ma oa un tammig hir ar valeadenn, ar C’hernevad a lak en e soñj gober ar perc’herinded-se. Gwisket en doa evit ar voiaj, ur botoù-koad fretennet ha tachet mat; kemeret ur penn-bazh en e zorn, ha goude en em lakaet en hent get lod-kaer a goñfians hag a voloñtez vat. Met ne gendalc’has ket pell en hent mat; re ziaes e kave monet èl-se berped en eeunder, ha dre ar bed, a votenn da flagenn. N’en doa ket soñj anezhoñ penaos hent ar baradoez a zo goloet a zrein hag a spern! Bourraploc’h e kave, un tamm mat, heuli an hentoù bras; rak n’en doa ket kavet an tu da dorriñ e sec’hed e fantan sant Iwan, e parrez Silieg, èl m’en doa gwraet holl ar perc’herinderion en e raok.
Gwezharall ar sant-mañ a oa waet da evet dour ar blomenn-se, hag a-c’houde, e’it derc’hel soñj ag an enor gwraet d’o farrez, an dud en doa roet anv ar sant d’ar fantan. P’en dehe an den-mañ kavet an tu da evet ag an dour benniget-se, marse e vehe bet mouget ar wrez en doa kroget en e ziàrbarzh get an evaj milliget; rak, ret eo lâret ivez penaos ar C’hernevad-mañ, èl lod-kaer ag e genbroiz a oa ur bouc’h get ar gwin ardant. Ar gwel ag an davarn hempken a gase an dour en e veg! Ha trawalc’h a dier sort-se veze kavet àr vord an hentoù abaoe neuze, digor frank an nor anezhe doc’h er gortoz hag ur vestrez ampart enne evit en degemer.
Memes tra, get a raas monet a dammigoù, e oa arriuet, ur wezh bennak, ur sort, e sant Iwan. Ha mall bras e oa dezhoñ arriu, rak bec’h a oa bet getoñ monet en iliz a pa gouezhas àr ar plas en ur zihostal. Ar mevelig a oa é skubat ar chapel, fall-goutant é welet un den doc’h em lezel en ur stad ken diharak a lâras drezoñ e-unan: «Tuchantik, ma c’handerv, mar n’hoc’h eus ket savet ac’hann-se me ray ur brav a dap deoc’h.» Ha kent monet er-maez ag ar chapel, eñv a dap tok ar mezvour get ur skeul, er lak àr dorn sant Iwan. Ar C’hernevad é tihun, hanter bojardet berped d’an evaj, a oa boemet mat doc’h em gavet astennet en un iliz; met souezhetoc’h e oa c’hoazh é welet e dok ken uhel pignet.
Èl n’en doa gwelet na klevet den erbet en iliz, eñv gredas e oa ar sant en doa c’hoariet dezhoñ an dro kamm-se. Ivez, ankouaet dezhoñ paterioù ha prosez, eñv a yaas kuit, hemp e dok, fachet-ruz doc’h ar sant, en ur gontiñ da razh an dud a gave àr e hent, ar pezh a oa degouezhet getoñ. Distroiñ a raas d’ar gêr, met diwezhatoc’h e kollas e brosez, rak èl-just, sant Iwan ne c’helle ket reiñ dezhoñ ar pezh n’en doa ket goulennet.
Mari ar Bourletenn.