FARSOÙ JAK GOUBIN
(23)
Jak Goubin a zo bet hir ha pell sakrist e Seglian ha brudet mat e oa er c'hornad-se a-bezh, met allas! Ar rummadoù a bas unan àr-lerc’h an all hag ar re brudetañ a vez ankouaet kazimant ken fonnapl èl ar re disterañ.
Eñv oa, ne talv ket ar boan en kuzhet, sakrist ha sac’h-chistr èl mah lârer, dizili a gorf ha dibilh a gement mod a zo razh hag ur mad d’ober troioù kamm d’ar re ’rall.
Setu amañ unan bennak anezhe. Nend int ket dalc'hmat forzh fur met ar re a lâran deoc’h a zo ag ar re surañ; kentañ, heni ar laerion butum.
E oar neuze é hiraat an iliz ha micherourion a bep lec'h a oa daet da sikour. Ar butun a vanke er vourc’h ar mare-se hag an holl en em glemme start.
«Gwramp un dro dezhe» a lâr Jak Goubin d’e goñsort ar Fouler, tavarnour er vourc’h ha lapous-kailh èltoñ.
«’Glevit ket paotred? Ur c'harrad butun a zo arriu e Koad-ar-Faou, doc’h ar lenn gozh du-hont, hag a zo e’it ar parrezioù arall: Pleurdud, Lanwelan, Lokuon, ar C'hroesti... hag a zo chomet eno ivez get aon mar behe bet skrapet get re ar barrez-mañ.
Daomp da laerat un tamm bennak.»
«Daomp er-vat e lâront-int koutant.»
Setu int enta a-greiz noz, Jak Goubin er penn, àr an hent da vonet d’ober o zaol-kailh. Ar Fouler a zo waet e-raok hemp goût d’ar re ’rall get div bistolenn a zaou denn karget mat a boùtr.
Kent arriu get ar lenn gozh-se e-menn ema ar butun, Jak Goubin a ra un tammig trouz, a skarzh e c’hoûg kreñv-mat e’it bout klevet get e goñsort ar Fouler. Taoñ... taoñ... taoñ... taoñ... «Aioù, aioù... a lâr Jak Goubin get ur vouezh sklaset en ur gouezhel a-blad d’en e duiñ, en em dennit fonnapl ma c’haezh tud me zo-me lazhet.» Hag ar baotred kuit d’o nerzh, botoù-kazal èl mah lârer.
Div eur àr-lerc’h e oa unan e Kervachelod edan ur gwele ha spontet an dud dezhoñ; un all e Sant-Laorañs. Un tri pe pevar a oa chomet da bas an noz er parkoùier dre-hont; unan hempken a oa daet d’ar vourc'h an noz-se, da di ar Fouler, da gontiñ an doare e oa lazhet Jak Goubin met get en euzh en doa bet n'helle ket mui andur na goloù na tan. Jak Goubin hag é goñsort ha n’en doa ket bet droug erbet, brav eo goût, a oa eno kuzhet doc’h er c’hlevet hag a c’hoarzhe o gwalc’h.
Eizhtez àr-lerc’h e vezent gwelet dre-hont é lemel pikoù lann ha ouzhpenn ag o zreid hag a o divhar.
An eil fars a zo heni ar filajerion.
D’ar c’hours-se bourc’h Seglian a oa kalz disteroc’h e’it bremañ hag an darn muiañ ag an dud yaouank, e’it nepas lâret razh, paotred ha merc’hed get kemenerion ha re ’rall, en em dolpe d’ar goañv e’it filaj en ur c’hraou anvet Bod-deliaou hag a zo just e-tal ar vered. Dam, eno e veze deverr an traoù ha gwraet lod-kaer a farsoù; ivez an dud-se en em ankouazhe ’lies ha da hanternoz e vezent eno c’hoazh.
Gortoit a lâr Jak Goubin dre e soñj, me zo é vonet d’o zizhiñ un noz bennak.
Eñv enta, un noz bennak hag a oa teñvel mat an amzer ha bourraplted er c’hraou forzh pegement da gemer ur penn-marv er garnel, da lakaat a-barzh ur c’holoùenn, ag ar re spisañ ha d’er stagiñ doc’h ur groaz e korn ar vered, un ugent paz bennak doc’h toull dor ar c’hraou.
Pand eo achiu ar filaj, ar re gentañ daet er maez a-houl, èl tud ampart ha diskuizh, a wel en un taol ar spontailh. Int en-dro fonnaploc’h c’hoazh e’it er-maez, bannet ar re a za àr o lerc’h, flastret an heni a zalc’he ar goloù ha kouezhet razh en ur yoc’h en ur grial ha skuermal a gement mod a zo. Re é touiet, re é oueliñ, re é pediñ, ar muiañ é c’houlenn petra a zo arriu.
Ar saout spontet a zistag ’gozik razh hag a droc’h taoloù treid d’un tu ha d’an tu ’rall ha lomm erbet ne veze gwelet.
An dud ag en tier a-kostez, é klevet ar safar-se, a za da welet get goloù hag o sikour d’en em denn ag er goñdision fall-se, hanter brevet ar muiañ anezhe.
Jak Goubin en doa bet amzer da gas e spontailh d’e lec’h ha pell àr-lerc’h an dud-se a grede ferm o doa gwelet ur spontailh an noz-se er vered.
An drived fars a zo heni ur verc’h yaouank oadet un tammig, dimeziñ geti he gwalc’h, met he fenn fall a rae dezhi kiliñ dirak ar baotred a zae d’he goulenn.
Koustele a lâr Jak Goubin me ray dezhi kemer ur gwaz ken fonnapl èl m’he deus an c’hoant da gaout daousto d’he spered treuz. E goñsort ar Fouler ha eñv en doa kavet an tu da vonet en ti hemp pas an nor ha hemp goût da zen. Ar verc’h-se, ampezerez a oa en un ti a zaou bezh d’an dias, ar labour e-menn eh ae an daou lapous, ha d’ar lein ar gweleioù e-menn ivez e kouske he mamm ha hi.
Un noz bennak ’ta setu an daou-mañ en ti get tammoù houarn, gwer, priaj ha d’o skoiñ doc’h an eil d’egile e’it gober ar muiañ trouz a c’hellent. Klign... klein... klak... trrrr.
«O, ma mamm, a lâr Perin, laerion a zo en ti, d’an dias. Setu drailhet ar milouer bras, ar pod-houarn troadek, ar gredañs nevez.»
An deiz àr-lerc’h e oa an traoù en o lec’h èl berped ha Perin da gontiñ an istoer. Dam, a lâr Jak Goubin, en ti-se eh eus bet gwezharall lazhet un den ha bremañ ema ret dezhoñ donet aze d’ober e burgatoer. Ret e vo deoc’h kemer ur gwaz ha sur mat neuze nen day ket kin.»
’Benn an noz àr-lerc’h: glign... glein... klak... arre, èl berped, hag èl-se bemnoz. Drec’het get an aon hag ar spont Perin a vize embannet ar sul àr-lerc’h d'un intañv a dalti met hed he buhez hi doa gouarnet en he spered penaos an ti-se a oa un ti hentet; darempredet d’ar spontailhoù.
Ar bevarved fars hag an diwezhañ, rak Jak Goubin hag ar Fouler n’en doa ket c’hoantaet gober ken heni àr-lerc’h. An taol-se e oant waet re bell — a zo heni ur plac’h yaouank hag a zae bemnoz da filaj he-unan, a Treusar-vras da vourc’h Seglian da lâret eo tost d’un hanter-lev.
«Ret e vo lemel an hardizhañs-se geti, a lar Jak Goubin, arre, ha int da vonet en-dro d’an eur a hanternoz, d’he gouarn é vonet d’ar gêr.
En ur park e-menn e pase e oa daou basaj, un toull-karr en ur penn hag ur bazenn er penn arall.
«Kerzhit d’an toull-karr, paotr, a lâr Jak Goubin d’e goñsort, lakait ho roched àr lein ho bragoù ha chomit en ho sav àr ar c’hreiz, ha me, ’han-mé d’ar bazenn.»
Ar plac’h é arriu er park a wel àr an toull-karr un dra gwenn, ur spontailh; hi a hast d’ar penn arall da gaout ar bazenn. Ema àr lein ar c’harzh met, èl mand eo teñvel en noz, ne wel ket hag en ur ziskenn en tu ’rall, ema da fourch àr gein Jak Goubin, hennañ a gerzh geti un herrad met, ar paour-kaezh plac’h, get ar spont en deus vaganet ha souezhet ne grie ket tamm, na lâret ger, Jak Goubin he diskenn a ziàr é gein.
Allas! ret e oa bet dezhe he c’has d’ar gêr. Chomet e oa klañv bras, bet e oa bet ar medesinour; en dañjer e oa bet a goll he spered.
An daou goñsort ne vragent ket get an istoer-se ha touiet o doa, ha dalc’het d’o c’homz, n’o dehe ket mui biken gwraet kement ’rall ken da heni.
Mat eo farsal, gwir eo, met re a zo re a lâr re Klegereg.
Ramo ma c’hi.