MARI AN NEZEREZ (15)

TON: La Czarine.


DISKAN

Me zo anvet: Mari an nezerez,

Anavet holl dre ar barrez.

En ur filaj m’em eus nezet ’lies,

Ya, teir gwerzhiad

Ur varlennad.

1

Ma anv zo er vro eh on ’chom:

Mari an nezerez.

Man gwerzhiad vez bemnoz da blom

Adal foar Sant-Denez.

Me zalch da droiñ ha da rodiñ,

Tro distro d’am gwerzhiad,

Un neudennig moan hemp drailhiñ

Ken hir ken n’achiu ket.

2

Me nez gwezh-a-vez, bep eil taol,

Gloan pe stoup; kouarc'h pe lin;

Gwezh àr ma sav pe àr un daol,

Pe gwezh àr man daoulin.

Me skarzh ma c'hegel en un noz

Hag o lak razh da vout neud,

Teir gwezh e-raok mont da repoz

Hemp skuizhiñ gwezh erbet.

3

Get an neud nezan en un deiz,

Pa vehe dibunet,

Mont a ray aes dre goustele,

A Bondi d’ar Faoued.

Ha goude-se e chomo c’hoazh,

Hemp lâret gaou erbet,

Evit gober an dro da razh

Parrez vras Langoned.

4

Get an neud nezan en ur blez

E vo walc'h a lien.

Evit gronniñ en o gwele

Ouzhpenn kant Pourletenn.

En ur roiñ ur liñsel gaer

Do gronniñ, bras bihan,

Ne vo ket c'hoazh heni re verr,

Na chouarnehen unan.

5

Perak neziñ kement a neud

Evit gober lien?

N'em bo ket dober sur erbet

Met ag ur liñsel wenn

Da lakat en-dro din hempken,

Evit monet dan douar,

Hag e vo kentoch kouarch eit lin.

Nezomp ta, àr hon goar.