OBEROÙ AN EVN-NOZ
Gwilham ar Borgn a Seglian
UR GER A-RAOK
Herri ar Borgn
Gwilham ar Borgn a Seglian
UR GER A-RAOK
Herri ar Borgn
Petra a lâra an dud bremañ pa gomzont a Gwi’ ar Borgn? Pesort soñj anezhoñ zo chomet en o fennoù? ’Gozik tout e lâront penaos e oa deverr an traoù p’arriue Gwilham er festoù, en eureudoù… Kentizh ma oa digoret an nor dezhoñ, e chañche an traoù, kar hennezh a lakae bourraplted e-menn e pase; ne oa ket netra ’maet kanerezh ha c’hoarzherezh, ken a zae an dud da vout sourj getoñ. An «Evn-Noz» a veze gwraet anezhoñ; ar ger-se a ziskoueza spis petra oa buhez ar barzh-mañ: èl ur gaouenn, èl ar gorriganed, e oa da noz e laboure-eñv.
MET PIV E OA-EÑV?
Prenet en doa e dud-kozh tachennoù etre 1830 ha 1840, get an noblañs waet da goll: re Menore e Lokmac’hloù, ha re Koad-ar-Faou e Seglian. Eñv Gwilham a zo ganet er Lojoù[1], parrez Seglian, e 1866, marv e bourc’h Seglian e 1927. Bet e oa bet un tammig àr ar studi, just-èl e vreudeur; unan anezhe a oa apotiker en Oriant. Met labourer-douar eo bet a vihanik ha chomet eo àr ar vicher-se hed-ha-hed d’e vuhez: gwelet e vez spis e vicher dre razh e skridoù, sonennoù ha sorc’hiennoù; ur breur dezhoñ a zalc’he tachenn Lojoù, hag unan ’rall tachenn Gwazh-Fantan-Vat; skrivet en deus ar lod brasañ ag e oberoù e Sant Senon, ur gêr vihan etre tavarn Jo l’Indien ha koad Menore. Èl lod-kaer a varzhed hon bro, Gwilham a oa barzh ha labourer àr un dro; e penn kentañ ar c’hantved-mañ, ema bet àr un dro labourer-douar ha skrivagner bro Pourlet, daou dra diaes da lakaat da gouch. E sonennoù a veze klevet e eureudoù, foarioù, festoù bro Pourlet[2] hag e oberoù a veze kavet da werzhiñ e tavarnoù Pleurdud, bro Gemene, ha pelloc’h c’hoazh.
GWILHAM AR BOGN HAG E VRO
Dre forzh redek àr an hentoù, noz ha deiz, dre lakaat razh an dud da ganiñ ha da c’hoarzhet, G. ar Borgn a anave mat tre DOUARONIEZH ar vro get he menezioù (Menez-Gwegan…)[3], he lannoùier (Lann-Penndavad)[4], he flagennoù, he ilizoù, tavarnoù, an hentoù bihan lan a vouilhenn hag a skoselloù; komz a ra a loened ar vro hag an evned (ar gaouenn, an eostig-noz, an neizh moualc’h[5]…).
Ar pezh a zeskomp getoñ ivez: MICHERIOÙ ar vro d’ar c’hours-se; lan eo oberoù G. ar Borgn a bozioù a gaozea deomp a gemenerion, boterion-koad, mevelion bras, gwalc’herezed, hep ankouat al lemmour, ar c’homiz-klêr, hag ar labourerion-douar, «ar wellañ micher»[6] a oa.
Getoñ e kejomp get TRAOÙ NEVEZ penn kentañ an 20vet KANTVED: ar marc’h-houarn, an hent-houarn, an dornerez: «chom a rin klañv get dornerez an diaoul». Diskleriiñ a ra brezel doc’h ur c’hleñved bras, an divroidigezh[7], da lâret eo an dud tolpet er c’hêrioù bras, ar maezoù dilezet e’it serriñ kleñved-sec’h er c’hêrioù-se…; e-raok Glenmor pe Servat, G. ar Borgn a esae lâret d’an dud em gann er vro e-lec’h mont d’ar broioù ’rall. Bez’ zo un dra nevez d’ar c’hours-se: ret eo monet d’ar skol àr un dro e vez disprizet micherioù kozh: nend eus ket ’maet sellet doc’h kanenn ar c’homiz-klêr (kanenn 50) :
«Me ‘m eus spered, zo desket, zo abil. Nend on ket peizant, me zo tudjentil».
Ar re hag a zo c’hoazh yac’h o spered a vo a du G. ar Borgn pa gas trouz àr-lerc’h an divroidigezh, pa ra goap ag ar modoù nevez, pa bredeg a-enep kêrioù bras, pa skoa àr ar re a vez ton gete.
Neoazh, ne veula ket an dispac’h; ar chañchemant ekonomikel n’eo ket en e benn: re ar Borgn en doa pep heni un dachenn. Mes ar re ’rall, ar re n’o doa ket netra: Penaos em zifenn? Penaos nepas mont kuit? Al labourerion douar hag a oa 800.000 e blez 1902 zo daet da vout 280.000 er blez 1970; an dra-se n’eo ket bet spurmantet get an arzour, na muioc’h, gwir eo, get ar re ’rall a veve en amzer-se àr ar maezoù. ’Pezh a bredege-eñv oa karantez doc’h ar vro, he c’hustumoù[8], karantez e keñver an dud hag an traoù: hentoù, loened, evned, gwazhioù, fantanioù. An heni ne gar nag e dud, na traoù e vro, nag e lavar, n’hellay ket moarvat lakaat an traoù da droiñ.
PENAOS E LÂRE E DRAOÙ?
En niverenn «Dihunamb» a zigore ar blez 1912, Loeiz Herrieù a skrive kement-mañ a ziàr-benn ar «Spontailhoù»: «Goût a ra ar lennerion pegement a spered a gaver a-barzh. Ma mignon G. ar Borgn, desavet àr ar maez, a wel mat ’pezh a wel, ha ne ankoua ket ar pezh a glev. Ur blijadur eo gwelet penaos e oui kempenn sorc’hiennoù hor bro». G. ar Borgn n’eo ket paset dre Skol-Veur erbet, met kemeret en deus ’pezh a gleve ha ’pezh a wele, get livaj gerioù ha troioù lavar e vro: ha neuze ur blijadur vras eo deomp, ha dreist-holl d’an dud a vro Pourlet, taoliñ splet penaos e ouia kempenn e sorc’hennoù, pe Matao Chistr é tont d’ar gêr d’an noz a Bondi.[9]
Razh an traoù gwraet dezhoñ n’int ket ingal: bez’ zo traoù plat meur a wezh, met penaos chom digas pa lennomp istoer an hent bihan -
«Hentig bihan, teñvel mam bro
Bouilhenn a-barzh, lan tro-distro.
Kerkours d’an hañv
Èl d’ar goañv
Ne vank a-barzh a doulloù-tro».[10]
Penaos chom digas é selaou ar wazh é tiviz get ar prad «penn touzet»[11] , é welet Lann-Penndavad distrujet get Robo[12] (50 vlez e-raok an Ekolojisted!). Na sonennoù «Ar Goukou», «An Durzhunell», «An Neizh Moualc’h»? «An Durzhunell» a resevas AR MAOUT, kentañ priz bro Breizh. Penaos chom digas é selaou sorserez gozh «Ar Spontailhoù» é kempenn he louzoù e’it aesaat da Matao Chistr - «Hachit munut, e kreiz, ivinoù ur skoul fall. Àr lein un dornad blev, ur logodenn penn-dall. Flastrit ha hejit mat, ha chwezhit àr an tan. Ar louzoù a vo gwraet a vo heni Satan».
Awenet ha nerzhus ema pajennoù sort-se. Ret e vo d’unan bennak studi gerioù ha troioù-lavar ar vro ’stèl : «Brav eo goût – Hemp goût d’ar re ’rall – Chourikal – Nosaat a rae – Goude bout gwraet un tamm kompren – Monet ere-dorn – Baltaz – Tamall ruz – C’hwi chomo da blom – Chikiñ hemp lâret na hir na berr». Piv a grogay ’barzh ar labour-se?
Un arzour ag ar re wellañ a oa G. ar Borgn, ha labour an arzour a zo bet anavet dre ar vro Pourlet ha tro-distro (daousto dezhoñ bout dilezet get ar skingomz hag ar skinwel[13], lod-kaer a dud a gan c’hoazh hiriv an deiz sonennoù G. ar Borgn); kalz pelloc’h choazh ema waet e vrud; n’eo ket bet-eñv gwerzhet d’ar Barizianed èl Botrel; met lennerion «Dihunamb», «Almanach an U.R.B.», «Ar Vro» a anave oberoù G. ar Borgn, da lâret eo Bretoned hempken; ur yoc’h labourioù en deus roet d’an dastumadennoù «Dihunamb», dre-skouer: «Ar Goukou» moullet e miz an Azvent 1909, al litorienn «Ar prad hag ar Wazh» er blez 1912. Ur bochad pajennoù ag ar «Spontailhoù» a zo bet roet da lenn e-pad ar blez 1911… Pa varvas G. ar Borgn er blez 1927 e skrivas «Dihunamb» ar meulasion-mañ: «Labourer-douar e oa hag en e labourioù kalet e kave an tu da sevel sonennoù, sorc’hiennoù, pezhioù-c’hoari hag a oa ar wrizienn uhelañ anezhe er brezhoneg a gomz ar bobl. Daousto n’en doa ket gwraet studi, G. ar Borgn a oa daet da benn, dre lenn ha kompren, a bakiñ e labourioù ag ar gwellañ. Lod ag e sonennoù, ag e sorc’hiennoù a zo degaset dezhoñ biskoazh bravoc’h». Èl ar c’hoged, Gwilham en doa skrabellet an douar. Èl ar c’hoged, Gwilham en doa skrabellet an douar Pourlet e’it lakaat da greskiñ ar blezad gwellañ.
NAG HIRIV AN DEIZ?
Chañchet eo an traoù er vro Pourlet.
Klec’hier Seglian a son muioc’h evit ar re varv evit ar re vev.
Foarioù Gemene, re Sa’Rans … a zo waet da goll.
Er bourc’hioù e vez stankoc’h ar re gozh e’it ar re yaouank.
HA NEOAZH
Kanet e vez c’hoazh sonennoù Gwilham.
Dañset e vez c’hoazh er festoù-noz darempredet get razh an dud : Seglian, Gemene …
E’it chañch penn d’ar vazh, marse ’ma ret deomp selaou doc’h ’pezh a lâre ar barzh labourer G. ar Borgn er ganenn «Ar Gaouenn» : «You, You, You, Hou! kri hon tud kozh ‘barzh an emgann… Un huch a joa hag a vrezel… Dalc’homp d’hor bro bet-ha mervel».
Seblant fall zo a bep tu.
Ha neoazh hiriv an deiz, bez’ zo tud hag a c’houarn traoù o bro, er vro Pourlet ha tro-ha-tro.
E parrez Seglian ’bez’ zo tud a laka fantanioù dilezet da zont d’ar vuhez en-dro.
Bez’ zo un dolpad tud é adneveziñ chapel Sant Zenon.
Bez’ zo tud é kempenn hentoù bihan don hon bro e parrez Berc’hed.
Bez’ zo tud hag a blij dezhe mont da bourmen dre hentoù kozh.
Bez’ zo komiteioù é kempenn Santez Anna e Bodeg (parrez Klegereg), Sant Ignaz e Sant Inan.
Bez’ zo bucherion koad é stourm enep d’an droug gwraet d’an natur get an adlodenniñ douar (remembrement) : ne gasont ket d’an diaz nag an derv nag ar c’hoad-faou, met just ’pezh a faot e’it naetat ar girzhier.
Bez’ zo tud kaloneg é klask penaos roiñ an tu d’an dud da gavout labour er vro (Skol labour-douar Pondi, sindikadoù peizanted pe micherourion).
Da’m soñj razh an dud-se en deus klevet, marse hemp goût dezhe, «Ar Gaouenn», pe kan an EVN-NOZ.
«C’hwi en em interesa-c’hwi d’an traoù kozh?» en deus lâret din ur plac’h pas ket yaouank flamm a vro Klegereg.
«’Traoù-se n’int ket traoù kozh mes HON TRAOÙ-NI» am eus reskontet dezhi. Ma ne ouarnomp ket-ni hon traoù, piv a vo a ray? Mar karomp ar fantanioù, n’aint ket da hesk!
Just-èl e’it an dornerezh, paotred ha merc’hed.
PEP HENI DA BOST!
Herri ar Borgn
Get sikour e dad Loeiz
Parrez Berc’hed d’ar 1añ a viz Gourenneñv 1981
[1] Sellit doc’h eilvet kanenn a «Sonennoù Bourrapl» : «Me gar mat Seglian. Me gar gwel Diderlann. Me gar ar gêr vihan. Lojoù e-tal Sant Yann».
[2] Fas G. a vez gwelet er portledoù eureudoù bro Pourlet d’ar c’hours-se.
[3] Sorc’hienn 8 : «Spontailh Menez-Gwegan».
[4] «Ar Spontailhoù» : Matao Chistr a arriu lan a draoù dezhoñ er lann-se.
[5] Sonennoù 27, 39, 40
[6] Sonenn 69
[7] Skouer : sorc’hienn 14, sonenn 4
[8] Lakaomp sonenn 3:
«Karomp hor bro hag he lavar
He sonennoù a zo hemp par».
[9] Ar Spontailhoù
[10] Sonenn 9
[11] Sonenn 61
[12] Un den anvet Robo - Sonenn 6
[13] Skingomz, skinwel = radio-tele KLT