MATEZH-KÊR (21)
TON SCOTTISCH
Me zo-me hiniv an deiz, ya,
Matezh-kêr ha ne ran netra.
N'em eus ket 'maet un dra d'ober
D'an Aotrou e wele mod-kêr.
2
Me zo aes hag eürus enta
Amañ é c'hounit mam bara.
Honnañ a zo skañvoc'h micher
Evit bout get ur labourer.
3
Honnañ a zo ur vicher skañv:
Skubat, torchiñ hañv ha goañv.
Gwezh erbet edan glav na heol.
'Maet servij an Aotrou doc'h taol.
4
Servij kig rost ha kig bevin
En e werenn diskarg ar gwin,
Ar c'hafe du, servij katev;
Àrlerc'h azeziñ àr ma revr.
5
Un danterig gwenn dirakon
Kaeroc'h evit ma c'houef pardon.
Stagelligoù gwenn displeget
Ha ne grosont ket gwezh erbet.
6
Me zo gailhart ha ken poupin
Me zo ker brav ha ken lidrin
Ha gwezharall e oan ken rous
E-mesk an douar, ur vicher lous.
7
E-pad ar blez hersiñ mizer,
Jujet bemdez d'ar gwall-amzer,
Ha 'barzh amañ gwarantet mat
Hag àr man goar é labourat.
8
Àr ar maezoù p'oan matezh vras
Nag a boanioù bemdez da bak.
Labourioù start e tro ar blez
Hemp achiumant, na noz na deiz.
9
Met bremañ me zo matezh-kêr
Kazi nitra erbet d'obér.
Get joa e lâran kenavo
D'ar re zo chomet 'barzh ar vro.
10
Ha neoah vez sellet mat
Heni èldomp ne sav tiad.
Ar 'liesan ni za e kêr
'Vera hon buhez en hanter.
11
Gounit argant vez gwraet muioc'h
Met kuitaat ho pro zo ret deoc'h.
Nag e vehemb aesoc'h e'it aes
Gwell enta chom c'hoazh àr vaez.