UR JIBOES MITERNED

ISTOER GWIR

(15)

Daouzek vlez achu am boa a-c'houde gouel Maria Chandelour, pa 'm boa gwraet gopr, deiz foar Veurzh ar blez-se, doc'h Job an Denmat a vourc'h Seglian.

N'anavit ket Job an Denmat?

O geo! Ur foaratour bras. Gwelet hoc'h eus-eñv dre-se ’lies, get e vandenn koleioù treut. Ama! hennezh a zo bet ma mestr e-pad ur blez; mes, èl n’helle ket bout àr un dro er gêr hag er foarioù, e vab koshañ, Bechech, Fransez àr ar paper, en em soursie ag ar labour hag ag ar bugul-saout àr un dro. Hemp lâret ’maet mat, Bechech a oa ur paotr a-feson ha vailhant; mes, get an dra-se, ur jiboesour noz hemp par (e’it kavet an tu, e lare-eñv, da c'hounit ur blank bennak, a-wael un tamm gwerzh-butum), ha plijadur vras am beze doc'h er c'hlevet é kontiñ an troioù arriu getoñ en nozvezhoù-se: Ur c'had tapet e Menez-Gwegan, div tapet e Menez-Gwilherm, teir arall diskaret d'an dias e Menez-Mogn, hemp kontiñ ar re manket pe debret d'ar chas. Chom a rae digor mam beg genin doc'h er c'hlevet, get an c'hoant da vonet d'en heuli un noz bennak, e’it gouiet penaos e veze tapet ar gadon-se.

«Ya, ya», a reskonte-eñv din ’lies, «e’it ho lakaat koutant ni yay un noz bennak, mes da jiboes miterned, rak ar re-se a zo loened kalz brasoc'h hag aesoc'h da dap e’it ar gadon, nend int ket ken dilui. Rekis eo neoazh e’it o jiboes ma vez teñvel an noz.» An noz teñvel-se a arriuas, ha ni e-raok: Bechech, ur c'hoñsort arall din a ma oad ha me, hon tri, get hent bihan ar Roudou’ig, da gavet Gwazh-ar-Vann du-hont.

É pas e-tal ar groaz, pe kentoc'h restaj ur groaz, rak a-c'houde an dispac'h vras (Revolusion) emaint dismantret razh, Bechech a lâr deomp get ur minc'hoarzh: «Doc'h troad ar groaz-mañ e vez gourvezet bemnoz ur leue brizh pe ur c'hi du, mes ne gredan ket eh eus heni henoazh.»

Me, hag a oa aonik man gwalc'h, me ’n em lakaas buan, en ur hirisiñ, etre Bechech ha ma c'hoñsort, ha daousto c'hoazh, me sante mam blev é sevel àr ma fenn, ma zok é honet kuit... Me serras man daoulagad, e’it n'em behe ket gwelet netra, en ur ober ma sin ar groaz èl m'ema dleet. Goude ur pennadig hent àr-lerc'h, Bechech a lâr deomp en-dro: «Deomp bremañ er parkoùier, arriuomp àr zouar ar miterned. Ar vertim nend eo ket mui pell ac'hann-mañ.»

Arriu get un toull-karrikell, eñv lâr din neuze: «Setu amañ ur pezh a basaj. Chomit d'er gouarn, mes diwallit mat a vank. P'er gwelehet é tiboukiñ en toull-mañ, torrit àrnezhoñ àr ho nerzh, ker start ken e faouto e benn. Diwallit-eñv doc’h ar jañdarmed; mar zegouezh, d'ar re-se arriuiñ àrnoc’h, ne gampit ket, ’maet kemer ho potoù edan ho kazel hag e-raok par ma c'hellehet».

«Fet ag er jañdarmed, a reskontan dezhoñ, ar re-se a vo chañs dezhe pas amañ henoazh, mes ar c’hentañ mitern er gwray en do get ma zamm koad un absolvenn a-feson.» Ha me ramblet un tammig a-kostez, ur vazh klud e man daouarn savet d’ar lein, prest da fardiñ àr ar c’hentañ loen a baso, me chom eno da c'hortoz.

Bechech ha ma c’hoñsort a yaas pelloc’h, ne ouien ket d'e-menn. Ma c’hoñsort e’it gouarn, èldon, un dachenn arall; Bechech e’it gober labourat ar chas, a lâre-eñv, ar pezh a oa gaou. Gouiet am boa àr-lerc’h.

Neoazh, setu-me un tammig zo é c’houarn an toull-karrikell-se ha ne bas ket mitern erbet, na Bechech ne dosta ket muioc’h. Unnek eur, hanternoz, un eur, div eur en deus sonet gwezh-d'ar-wezh e tour bourc’h Seglian hag eh on eno bepred. Monet en-dro d'ar gêr a oa ar gwellañ, mes penaos? Nag ar groaz-hont? Ar c’hi du? Ar leue brizh?... Lusket em boa ’lies gober an dra-se, mes an aon a rae din donet en-dro àr ma fazoù ha chom e ma lec’h, ha neuze «Bechech a arriuo ur wezh bennak èlkent», a lâren c’hoazh dre ma soñj. Hag ouzhpenn, goût hent erbet arall ne raen ket, kene’it-se, ne vehen ket bet chomet eno da skorniñ pelloc’h, sur mat.

Teir eur, peder eur, ha netra c’hoazh: «O! Kement-mañ a zo re», a lâran en un taol, fachet, kollet din ar gonfiañs e vehe daet Bechech da ma c’hlask, sklaset get an amzer yen ag an noz: «Nend eus ket moiand da harz ken. Petra vern din mervel get an aon pe get an anoued? Ne rin ket ’maet mervel atav!…» ha me get an hent e’it donet d'ar gêr.

Kent arriu get ar groaz drailhet-hont hag a rae-me spont, me sante c’hoazh, daousto d'an anoued ur gaouhad hiris é pas dre razh ma c’horf. Ma c’halon a rae: doug, doug, doug... Me soñje pakret klevet re é kerzhet.

Drec’het get an aon: «Ar jañdarmed!» a lâran, ha me da redek àr ma nerzh, mes seul mui e reden, kreñvoc’h-pe-kreñv, fonnaploc’h-pe-fonnapl, tostoc’h-pe-tost e kleven àr ma lerc’h: doug, doug, doug, doug, doug, doug… — En un taol nend on ket mui e’it redek, man divhar a zo mank, ma anal ne gerzh ket, man daoulagad a zo brumennek... Me strebaot doc’h ur maen hag a gouezh a ma holl hed, àr greiz an hent, èl vaganet: «Ta... ta... tapet on!» a lâran.

’Benn un herrad àr-lerc’h, èl ne gleven ket mui netra, me sav en-dro. E oan just e-tal ar groaz gozh-se a gomzan deoc’h, mes rezi a jañdarm erbet ne oa ket, pas muioc’h e’it a spontailhoù. En un taol, setu waet ma aon kuit, me sell a bep tu d'ar groaz-se, me ra an dro anezhi... Netra ne welan: na kole brizh, na ki du, na mann erbet.

Goude bout gwraet eno un tamm kompren da razh an traoù-se, me yaas d'ar gêr àr man goar.

Ama! ma zud vat, na bout n’am c’hredehec’h ket, biskoazh n'em eus bet aon a-c’houdevezh. Gwell e’it kement-se, ne gredan ket mui er spontailhoù ha nebeutoc’h c’hoazh er miterned. Trugarez a lâran d'an heni en deus man desket. — Pemp eur e oa just pa zigoren an nor ag en ti, ha Bechech en e wele a ziroc’he èl an eurusañ ag an dud. An ampouezon!

Ma c’hoñsort ne oa ket c’hoazh arriu.

Arriuiñ a raas diwezhatoc’h er mitin, àr-dro nav pe zek eur, goloet a fank hag a vouilhenn. Hennezh, èldin, a oa lakaet da c’houarn un toull-karrikell arall. «Amañ, e lâras dezhoñ Bechech, e paso ur mitern bennak, a-daol-sur. Gortoit ma lakaan ur pikol maen àr ho penn. P’er gwelehet é tiboukiñ en toull-mañ, c’hwi dorro àrnezhoñ get ho maen, àr ho nerzh, ken e flastro genoc’h. Amzer a-walc’h ho po, ne baso ket fonnabl.»

Da gentañ, ar maen-se ne rae ket kalz a boan dezhoñ, mes ’benn ar fin, ne harze ket ken.

Ponneroc’h-pe-ponner e oa, ha mitern erbet ne base, na Bechech ne dostae ket muioc’h.

Skuizh ouzhpenn skuizh; kousket e vambroù ken n'o sante ket mui: boskardet get e samm ken ne wele netra ’maet stered dirak e zaoulagad — eurus c’hoazh n'en doa ket klevet komz ag an heni lostek — eñv vannas e vaen e kostez ar c’harzh, hag a azezas etaltoñ prest kaer da vatiñ.

Ne oa ket c’hoazh achiu get ar gwall-chañs. Eñv a farias àr e hent é vonet d'ar gêr, ha setu perak e oa ar c’hours-se, dek eur da vitin, pa arriuas en e di.

Chomel a raas klañv goude, ar paour-kaezh paotr!

Ne oa ket ur souezh.

Bechech en doa c’hoariet deomp an dro-kamm-se. Goude en devout plaset ac’hanomp hon daou, pell an eil doc’h egile e’it n'hom behe ket em gavet, eñv em dennas d'e wele : «Koustele, a lâre-eñv, me lammo gete an aon hag an c’hoant jiboes-noz àr un dro.»

Ar labous en doa lâret gwir.

Mezh am boa bet àr-lerc’h, hag am bez c’hoazh hiniv an deiz, pa vez komzet din ag an dizhadenn-se.

«He! Job! N’hoc’h eus ket gwelet mitern erbet an deizioù-mañ?»

Get selloù du, me reskont dezhe : «Ka... oc’h!»

Gadig ar Leur-gaer.