AN DAOU ZEN BOS
(13)
E kement bro a zo e vez komzet ag ar c’horriganed, ha kement-se a ra da lod-kaer krediñ penaos an dud-se en deus bevet er vro-mañ en un amzer bennak.
Ar c’horriganed, a lârer, a oa tudigoù bihan ha dister hag a veve forzh kozh, pandeogwir hennezh, hag a vez komzet anezhoñ en istoer, en doa kant vlez hag e oa c’hoazh bev e vamm.
O cher a veze kozh a-viskoazh. Rous a fas èl un touseg; daoulagad bihan ha lemm; blev du frizet; o anal a vlaze. Get an dra-se, tud dilui ha liant èl gadon. Gwisket e vezent get gloan, kroc’hen deved ar ’liesañ. Ne savent na ti na loj; ou lojeris a veze e toulloù, edan ar meinoù roc’h, pe en ur greuzenn bennak. Ne labourent ket muioc’h; int a veve èl ma c'hellent, ar ’liesañ get laeroñsi ha skraperezh, setu perak e veze gwraet dezhe ur brezel kriz, rust ha dalc’hapl. Setu perak ivez emaint bet dismantret razh, ’benn ar fin. Lazhet e vezent pa veze gellet, hemp mank ha hemp pardon. «Korrigan a vallozh», a lârer c’hoazh hiniv an deiz, get hir soñj.
Ar muiañ a vez komzet, ag ar c’horriganned-se, a zo get o festoù-noz hag an troioù kamm a c’hoarient d’ar gaezh tud a zigouezhe e kreiz ar festoù-se. Korolliñ gete a veze ret d’an holl, ’liés bet-hag an deiz. Gwezh a vez neoazh, int a zifraee un andell tra bennak èl leuskel ho potez da gouezhel en un tachad (an dañs a veze àr-dro) hag he c’hemer, en-dro àr-lerc’h, hemp torriñ ar paz; da lâret eo, hemp mankiñ an dañs. Mar zaec’h da benn ag er gober, e vezec’h laosket da vonet kuit diouzhtu.
Mes, eh an d’arest, mar faot din lâret ma sorc’hienn, rak, marse, c’hwi gredehe eh on forzh abil, ha c’hwi c'hell bout sur penaos àr ar poent-se, ne ouian netra a-grenn.
En noz-se enta (noz foar Lanwelan, e’it lâret just an termen), en ur groashent e-tal Treskorn, àr hent ar Gemene, e-menn o doa an akustumañs da ’n em dolpiñ, en em gave ur rejoaisañs vras (un eured marse), get holl ar c’horriganed ag ar c’hornad. Re koad Treskorn, koad Kerzan, koad Kodu, re lann Lokrist. Lannegi Silieg ha re ’rall c’hoazh, pa zegouezhas d’un den bos arriuiñ e kreiz ar joaused-se.
Mar ’c’h eus èldin, klevet forzh sorc’hiennoù, n’hoc’h eus ket taolet ivez e vez enne berped unan bos, pe kamm, pe borgn, pe dall?... ’Faot krediñ e oa d’ar c’hours-se, forzh tud mac’hagnet. Dam! Neuze ar bleidi en doa amzer bourrapl ha niveret e oa ar bed anezhe, hag an dud perchañs, e’it em zifenn, a veze gwall-aozet d’ar loened-se.
An den bos-mañ, hag hoc’h eus klevet komz anezhoñ marse, pa lârin deoc’h e anv: Job «Kachech», kemener e Kenepevan, a oa chomet, e’it enoriñ mat ar foar, bet-hag an diwezhañ, e tavarnoù ar vourc’h, hag a zae d’ar gêr diskoñfort-kaer, ponner ar penn met skañv ar yalc’h, hag ouzhpenn, fariet en doa àr e hent. Paset en doa al lec’h arriu, pandeogwir, e oa e-tal Treskorn. Mes, mar oé un tammig mezv, mar doa gwelet «Michel» e-dan ar chopin, èl mah lârer, en un taol setu-eñv divezvet ha bamet àr un dro é welet kement-se a zeverrañs d’ar c’hours-se ag an noz. Mes, allas! ne oant ket bet hir e sonjoù; kentizh, setu-eñv gronnet a gorriganed ha stlejet er fest, drouk ha mat getoñ.
Ar sonenn ne oa ket ag er re kaerañ. Teir gomz hempken : «Ar Lun, ar Meurzh, ar Merc’her», ha ne oa ket ret bout forzh digor a spered e’it he deskiñ en ur berr amzer.
Monet a rae an traoù ag ar gwellañ: «Ar Lun, ar Meurzh, ar Merc’her», hag ar bos a yae da heul, «jip d’un tu, jip d’un tu ’rall»
«Ar Lun, ar Meurzh, ar Merc’her!» Mes setu teir eur zo ema é torniñ an teir gomz-se, ha torret e benn hag e ziskouarn ken en doa bouzaret, ken ne oui ket petra a lâr ken, hag ar sonenn ne chañch ket tamm...
«Tudjentiled, a lâr-eñv, ’benn ar fin, mar plijehe genoc’h ma selaouet: Ho sonenn a zo brav, brav memp, mes nend eo ket hir er-walc’h. Pa vehe lâret: «Ar Lun, ar Meurzh, ar Merc’her, ar Sadorn hag ar Gwener», e vehe kalz bravoc’h e’it nend eo.»
«Gwelomp ‘ta», a lâront-int razh àr un dro; ha int da gorolliñ get ar sonenn nevez-se.
Biskoazh bravoc’h! Gwell-pe-gwell eh ae an traoù, ha gwell ivez e rae Job Kachech: «Jip d’un tu ha joup d’an tu ’rall.»
Eurus, koutant ha fier da gaout ur sonenn ker bourrapl, ar c’horriganed a c’houlenn get an eil d’egile: «Petra a raomp-ni dezhoñ e’it er paeiñ da vout gwraet deomp ur sonenn ker kaer?»
«Lamomp e vos getoñ, a lar unan, lamomp e vos getoñ, a lâr an holl.» Ar pezh a oa gwraet a-benn rak ma ne oant ket re vat d’ober sonennoù, e’it traoù braouac’hus sort-se, ne oa ket e neptu, na aozour na sorser e’it gober mezh dezhe.
An deiz àr-lerc’h, pa oa arriu er gêr, an dud a oa souezhet é welet un den plom ha dispak, ur labous moarvat, el lec’h unan bos ha diharak èl gwezharall.
Un den bos ag ur parrez a-kostez, a Seglian: Yann ar bos a Sant-Senon. — Ne oa ket anavet ’maet edan an anv-se. Heni ne ouie e Iesanv, na eñv moarvat, n’er gouie ket muioc'h. Yann ar bos enta, goude bout gwraet ar barvour er foar, e-pad an deiz, a zae d’ar gêr, ar mitin-se, koutant a gae. — Gwraet en doa un devezh mat an deiz e-raok, gounezet en doa ur skoued, tri-ugent blank bihan, pas unan muioc’h na nebeutoc’h, ha klevet e veze é lâret d’an holl a gave àr e hent: «Me garehe, ma c’haezh, eme Yann, e vehe foar Lanwelan bemdez», pa zegouezhas dezhoñ, é pas Kenepevan, klevet an doare braouac’hus-se.
«Perak ne rahec’h ket-c’hwi kement ’rall?» a lâr dezhoñ lod-kaer a dud. Gwir eo, ha eñv da gavet e goñsort Job, e’it gouiet penaos en doa gwraet e’it em zijabliñ ag ur stad ken divalav.
Hemp nac’hiñ na kuzhat netra, hennañ a gontas e zoare, àr un dro en aliiñ d’ober kement ’rall.
An noz-se a-benn, setu enta Yann ar bos é honet, d’e dro, da gavet ar groashent-hont, da dal Treskorn, e-menn e oa lâret dezhoñ ha d’an eur e oa waet an all.
ÈI mah oa en-gorto, ar memes traoù a arriuas. En dro fest e voe boutet diouzhtu. Ha gwell e’it ar c’handerv Job e kane, a bouez d’e galon, ar sonenn nevez-se:
Ar Lun, ar Meurzh, ar Merc’her,
Ar Sadorn hag ar Gwener,
ha kalz gwell c’hoazh e rae: «Jip, jip d'un tu; joup, joup d’an tu ’rall». ’Benn un herrad goude, hrevez ar c’hourc’hemenn en doa bet, eñv lâr ivez: «Tudjentiled, mar plijehe genoc’h ma selaouet? Ar sonenn en deus gwraet an den-se deoc’h, an neizhour, a zo kaer, mes, nend eo ket hir er-walc’h. Pa vehe lâret:
Ar Lun, ar Meurzh, ar Merc’her,
Ar Sadorn hag ar Gwener,
Hag ar Yaou ivez,
e vehe kalz bravoc’h.»
«Gwelomp ’ta! Gwelomp ’ta!» a lâront-int àr un dro, èl ar wezh kentañ.
Ar Yaou ivez, ivez, ivez…» Mes, nend a ket tamm an traoù. Ar Yaou ne gouch ket doc’h an dañs. Pa vez uhelañ razh o zreid d’ar lein e achiu ar son. Nend eus ket moiand de gorolliñ a-dres get ur sonenn ker sot.
Setu int kounaret bras doc’h ar paour-kaezh Yann. Bout gwraet dezhe ur sonenn ker vil, ken divalav, ken inosant el lec’h unan ker brav, ker kaer èl m’o doa! Ne oa ket pardonapl.
«Petra a raomp ni dezhoñ e’it er paeiñ da vout gwraet deomp ur sonenn ker fall?» a c’houlennont c’hoazh, an eil get egile.
«Raomp bos an all dezhoñ!» a lâr unan. «Raomp bos an all dezhoñ» a lâr an holl.
Ar pezh o doa lâret a voe gwraet arre, èl-da-just. Ha setu an den-mañ div wezh bos. An hanter muioc’h e’it e-raok.
Kement-se a ziskoueza deomp penaos ema gwir ar lâre: Gwrait nav dro, en ho peg, get ho teod e-raok komz rak, ’lies doc’h ur gomz ema staget eürusted un den.
Ar blez àr-lerc’h, un tammig abretoc’h, Job Kachech, e’it enoriñ ar stad nevez-se en em gave, a raas ur pardon bras, hrevez e voiand (d’ar c’hours-se, ur c’hemener n’helle ket gober re a zigorded). Kig hoc’h a oa atav, Ian ar plad, ha chistr mat get ar skudell. É klevet kement-se, Yann ar bos a raas unan ivez (kerkours e oa lakaat un tammig joausted àr lein ar poan), met disteroc’h, unan paour: piz, bara segal ha chistr fantan. — Ha setu perak, a-c’houdevezh, pardon sant Senon ha pardon Kenepevan en em gav ar memp deiz. N’eo ket gwir?
Tudigoù an Àrc’hoaregezh.