AN EOSTIG-NOZ (40)

TON KOROLL

— Kanit eostig bihan, kanit e-pad an noz

— Pa nend eus mui ’maedoc’h - Ar re ’rall a repoz.


— Kanet o deus ivez àr an deiz pa oa splann

— Àr ar barroù er gwez, àr veg ar bodoù lann.


— Pep heni anezhe en deus lâret e gan

— Met bremañ àr un dro emaint waet da zihan.


— Ne vez ket mui klevet netra ken ’maet ho pouezh

— Hag a reskont ken kaer dreist ar c’hornad a-bezh.


— C’hwi arest e’it komañs, c’hwi ziskenn hag a sav

— Ya difonn pe fonnapl hemp arest a vout brav.


— Meur a wezh e lârer: achiu eo ho sonnen

— En un taol setu hi kaeroc'h c’hoazh e’it biken.


— Marse evnig bihan eh oc’h ivez kousket

— Ha nend eo ket kaniñ met huñvreal a rit.


— An heni o selaou en em gav ken eürus

— Klevet ur son ken kaer ha ken melodius.


— Met perak kanit-chwi pand eo an holl kousket?

— Sur mat ema da Zoue èl mah ra en Aeled.


— Rak piv a zo e’it goût, piv a zo e’it lâret

— A-venn e ta ho son, e-menn eh oc'h kuzhet?


— E-menn ema ar barr a zo doc’h ho tougen

— Nag an deliennigoù a zo doc’h ho koloiñ


— Tuchantik e oac’h tost setu c'hwi arriu pell

— Gwezh-a-vez en un tu hag en tu ’rall c’hoazh gwell


— C’hwi ’c’h eus troet tu d’ho penn, c’hwi ’c’h eus kreñvaet

— Hag ho son a zo waet da vale hemp chañch lec’h.


— Rak un tammig àr-lerc’h setu c’hwi c’hoazh en-dro

— Eh oc’h just etaldin pa lâren kêno.


— Piv enta evnig rous en deus deoc’h-c’hwi desket

— Kaniñ gwell e’it heni a gement zo er bed.


— Mah vez joaius ha gae pe lan a velkoni

— Hed-ha-hed ho sonenn nend eo ’maet melodi


— Pechañs e lein en neñv an Aeled a ra èldoc’h

— Ha ne raont ket tamm gwell na ne raont ket bravoc’h.


— Kan ’ta eostig bihan bemnoz a-dreist ar vro

— Goude mah veoc’h achiu komansit c’hoazh en-dro


— C’hwi zo an Eostig-noz heni ’maedoc’h ne vo

— Rak e’it lâret ho son den erbet n’he disko.