KATEVENN SANT-YANN (46)

(filaj noz da gours ar brezel)


TON DA GERZHET


D’ar c’hours e oan-me youank ma mestrez oa ivez

Ha ni yae d’ar filajoù an eil get egile

Ni yae a pa soñje deomp d’ar c’hêrieu en-dro

Gwazh-fantan-vat, Kergaouhann ha Sant-Yann ar Loñjoù.

Mar lâran aze ur gaou àr ma amzer baset

Àr an heni dremenan ema da lâret

Rak soñjet on henoazh da vonet c’hoazh ur wezh

Ha ma vez koutant man dous me grogo en he brec’h

Met n'houlennan ket bremañ kompoziñ ur chañson

Ken achiuo ar brezel hag an tennoù kanon.

Setu perak e chikan hemb lâret hir na berr

Just èl pa vehen kousket e man gwele er gêr.

Setu perak e chikan ha ne rin ket safar

Get aon a reiñ kalonad d’ar re en deus glac’har.

Ne c’houlennan ket kaniñ er brezel, ar valis

Meit me gano karantez d’ar re a ra ar lez

Ha mar glevan c’hoazh un deiz ar bombard, ar binioù

Get plijadur e lârin lod a me sonennoù.

Get plijadur kompozin ur chanson a-nevez

En enor d’ar filajoù hon do gwraet ’pad ar blez.

Met mard eo an diwezhañ ag hon filajoù-noz

Me gemer amañ an droed da lâret c’hoazh ur poz.

«Daomp àr un dro da Sant-Yann ha tostaomp d’ar c’hatev

Ne vo ket sur mat ur boch lakay tamm en e... revr.»

Ha bremañ pand int debret daomb da gousket koutant

Hanternoz a zo sonet, ar c’hog gano tuchant.

— Na mar faot d’unan bennak goût pere a oamp-ni

A yay da filaj da noz el lec’h chom en o zi,

Me bed a gement er goui: «n’er lârit ket da zen

Pe kentoc’h lâret d’an holl, hon do ket kalz a boan.»