AR PAOUR BIHAN (55)

TON A RE BOTREL


1

Me zo ur c’hrouadur dilezet;

N’anavan ket na mamm na tad,

N’em eus ket biskoazh o gwelet,

Met ar vizer a ran reizh mat.

Paourig bihan.

2

Hi ma heuli hañv ha goañv,

Àr un dro, e’it ma c’hastiziñ,

Me ’m bez anoued, sec’hed ha naon

Ha den erbet e’it ma lojiñ.

Paourig biban.

3

N’em eus e’it dilhad ’maet pilhot

Just evit kuzhet ma c’hroc’hen.

A boan mar em eus ur sakod

Evit miret ma zamm merenn.

Paourig bihan.

4

Àr un tamm plouz sec’h en ur c’hraou

Pe en ur c’harrdi a-kostez

E pasan-me razh ma nozoù

Hemp goût petra eo ur gwele.

Paourig bihan.

5

Deskiñ ne rin ket a vicher,

Ma heni vo klask boued bemdez.

Ne vin netra é ma amzer

’Maet ur paour-kaezh hed mam buhez.

Paourig bihan.

6

Piv a zo kaoz a gement-se?

Ar ’liesañ an tad, ar vamm

É tileziñ o bugale,

Hemp em soursi d’o desav tamm.

Paourig bihan.

7

Pa vin kozh é vin c’hoazh gwelet

Stlejal ma mizer er c’hêrioù.

Astenn man dorn é klask mam boued

Ken e varvin e korn ur c’hraou.

Paourig bihan.

8

Ha marse c’hoazh, rak den ne oui,

E achiuin en ur prizon

Rak ur fripon en deus kant si

Pe dibennet e’it bout laeron.

Paourig bihan.