UN DIHUN KAER (83)
GWERZENN
15
«Marv didruez ha dinatur !...»
A huchan e-kreiz ma huñvre.
Met é tihun, get plijadur,
E oan kousket e man gwele.
16
Ma huñvre fall a oa ur gaou,
— Daet eo ma moereb da vout yac’h —
Ha perak el lec’h skuilh daeroù
Eh on ken gae èl ’d eo biskoazh.
17
Ar medisinour a lâre:
«Ho moereb sur nend ay ket pell.»
Me wel, koutant, en em drompe
Pandeogwir a-benn e oa gwell.
18
Ha me c’hello c’hoazh, p’am bo c’hoant,
Bep Sul àr-lerc’h an oferenn,
Pas en he zi, hemp chañchamant,
Da lâret eo kuit a bedenn.
19
Hag en ti-se — na pezh ur souezh! —
Pa lârin deoc’h e-raok achiu,
El lec’h ur voereb gwall glañv dec’h,
Em eus div a re yac’h, hiriv.
20
Rak ur voereb arall, leanez,
Dezhi ouzhpenn tri-ugent vlez
A oa daet da welet a-bres
He c’hoar prest da vervel neuze,
21
Setu penaos an huñvreoù
Ne vênt ket dalc’hmat gwirionez.
An dihun ’lies a-wezhoù
A vez kaeroc’h e’it an huñvre.