KAROMP HOR BRO (3)

TON (ar Spontailhoù).


DISKAN

Karomp hor bro hag he lavar;

He sonennoù a zo hemp par.

He lannoùier hag he c’hoadoù

Get ar mor bras er c’hostezioù.


1

Klevet e vez pell é trouzal

Èl bouezh ur vamm é hirvoudal

Breizhiz, selaouit ma fedenn .

Dihunit buan! Savit ho penn

2

Na laoskit ket en hos amzer

Monet da goll, etre breudeur,

Ar modoù kozh, ar gwiskamant;

Gouarnit-int mat get ho parland.

3

Na vezit ket doc’h ho pro digas,

Na nand it ket d’ar c’hêrioù bras.

Chomit àr ar maezoù dalc’hmat,

En ho parkoù da labourat.

4

É tivroiñ ne gaver ket

Biskoazh koñfort nag eürusted.

Chomit er gêr get ho tud kozh,

Stag doc’h ho pro evel ur roc’h.

5

Stag doc’h ho pro; doc’h he modoù.

Gouarnet heritaj ho tadoù,

Mervel el lec’h mah oac’h bihan,

Er gwele kloz e-tal an tan. »

6

D’ar vamm-se holl hag a garomp,

A vouezh uhel e reskontomp

«Ni zo bugale Breizh-lzel,

Ni a vo deoc’h berped fldel.

7

Tra mah splanno a-dreist ar bed

An heol, ar loar hag ar stered,

Ni a c’houarno lavar hor bro;

He modoù kaer holl àr un dro.»