AR C’HOMIZ-KLÊR (50)
TON GALLEG
DISKAN
Me zo komiz-klêr
E ti un noter
En ur gêr koant
E-tal an Oriant,
Ha me gav forzh kaer
O ya ha deverr
Me zo koutant
Nend on ket mui peizant.
1
Ya, pa soñjan micher ur labourer
A zo dister e-tal ur c’homiz-klêr,
Me ’m eus spered, zo desket, abil,
Nend on ket peizant, me zo tudjentil.
2
Doc’h man gwelet é hont get ar pavez
Get ur sigar ha dilhad brav bemdez
Me zo ken koant hag a gerzh skañv ha fier,
O ya ha fieroc’h e’it mah ra an noter.
3
An dud e’idin en deus doc’h man gwelet
Kalz a istim, a enor a resped.
Arriu on an uhelañ er c’hanton,
Nend eus em raok hempken ’maet ma vatron.
4
Met an argant, allas ’lies a vank,
Mont a raont razh evit heuli ma renk,
Ret e vez din goulenn c’hoazh àr ar gêr,
Neoazh ma zad zo ur c’haezh labourer.
5
Me zo soñjet mar bez hir er-walc’h ma fri
Mont d’out noter kenkours èl pep heni
Mar n’hellan ket, me vo «huisier», «greffier»,
Razh an traoù-se zo ar memb micher.
6
Paeiiñ ar plas a vo ar gwashañ razh
Hag ar boulom n’en deus netra er yalc’h
Gwraet e vo gaou d’ar vugale arall
Evit gober e kêr un aotrou fall.
7
Chomomp enta da vout labourer-douar,
Ne vanko ket labour d’an heni gar;
Ur c’homiz-klêr ma n’en deus ket fortun
N’hell ket e kêr gounit aes e vutun.