AR SKOLAEREZIG (22)
TON KOROLL
Me zo skolaerezig e kouvant Kemperle,
Àrc'hoazh eh in d'ar gêr ma c'halon lan a joa.
Ya benn àrc'hoazh kentañ e kemerin an hent
E'it pas un tamm amzer e-mesk get ma c'herent.
Me garehe er-walc'h nepas donet en-dro
Ha chomel evit mat get ma zud 'barzh ar vro.
Chom get ma zud er gêr a zo ma holl dezir ;
E kouvant Kemperle an amzer a zo hir.
— M'houlenn enta gete, un tammig dousigoù;
A chomel genoc'h er gêr ha lezel ar skolioù.
Genoc'h ma zad, ma mam me c'houlenn kement-se!
Ma flijadur vo bras mar rit ma voloñtez.
— «O, nepas sur ma merc'h», din-me e respontont
Rak 'benn un deiz pe daou c'hwi yay c'hoazh d'ar c'houvant
Monet en-dro d'ar skol da gouvant Kemperle
A zo rekis plac'hig a-wael daou pe tri blez.
Ha get voloñtez Doue, na mar ta deoc'h ar c'hres
C'hwi yay diwezhatoc'h marse da vout leanez.
Klevit ar chomzoù-se me 'm boa em hiriset;
Me bleg izel ma fenn, ma c'halon glac'haret.
Me bleg izel ma fenn, an dour em daoulagad
Met ret e oa sentiñ, doc'h ma mam ha ma zad.
Me vo skolaerezig e kouvant Kemperle
Met ma c'halon lâr din: leanez ne vin ket-me.
O nann, ne vin ket-me leanez e mam buhez;
Dimeziñ 'lâran ket, abred eo c'hoazh an deiz.