AR PERMISIONER (58)

TON NEVEZ A BOZ


1

Bep tri, pevar miz me zo permisioner

Da welet ma zud, ma c’herent, ma mignon;

Donet d’ar vro me gav berped deverr

Boñjour Mari, Marijann, Margoton.

2

D’ar brezel-mañ ar gwashañ a gavan

Ne weler ket rezi d’an achiumant

Blez àr-lerc’h blez pas ma amzer wellañ

Ha Margoton ray tregont vlez tuchant.

3

Seizh àrn-ugent gwezh e vo ret din dont

Da welet ma zud ha Margoton d’ar vro,

Ha piv a oui an amzer zo da zont,

Goude achiu marse komañs en-dro.

4

Mam blev vo gwenn, ma fas a vo ridet

Ha dont d’ar gêr berped permisioner

Nend eo ket souezh e vez klevet lâret:

Kaoc’h d’ar brezel, d’ar vicher militer.»

5

Neoazh un deiz ur groaz em eus tapet

Ha get enor lakaet àr ma c’halon.

Ne ran ket forzh ma ne vin ket lazhet

Rak kroaz erbet ne talv ma Margoton.

6

Eürus on c’hoazh nend on ket mac’hagnet

Daousto d’ar riskl ha d’an dañjer bemdez;

Eürusoh c’hoazh nend on ket dismantret

Na skoet e’it mat e’it achiu mam buhez.

7

Met mar arriu genin holl get lod kaer

Holl da ma zud a lârin a galon:

«Ne vin ket ken soudard permisioner,

Adieu!» Mari, Marijann, Margoton.