AR FILAJOUR (59)

TON KOZH A BOZ

Un «deizezh» doc’h an noz me gavas ma mestrez

Ha hi a lâras din èl mah lâre ’lies:


«An noz a zo ken spis, an amzer zo ken kaer,

Daomp da filaj henoazh d’ar penn arall a gêr.»


«O pas a reskontan, da filaj nend in ket

Genoc’h na get un all na get heni erbet.


Nend in ket da filaj genoc’h na get un all

Neoazh é chom er gêr e ran marse ken fall.


Met mard an-me ur wezh, daousto koll ma repoz

Me zalc’ho da vonet, a yay genoc’h bemnoz.


Ni yay kentizh hon koan pe un tammig àr-lerc’h,

Ni yay hemp doujiñ glav, ar grizilh hag an erc’h


Ni arriuo er gêr kent ma vo splann an deiz

Ha ’benn an noz àr-lerc’h ni gomañso arre.

Met me lâro d’ho tad hag a lâro d’ho mamm

Get ar filajoù-se ni zo sur d’hon ifam.


Gwell e vo dimeziñ mard oc’h koutant ivez;

Beviñ èl ar re ’rall hrevez voloñtez Doue.


Chom ’liésañ er gêr hemp monet da vale

Ha lezer evit mat filajoù a-kostez;


Ha mar arriu un dra, ’pezh ne vin ket souezhet

Èl lec’h bout daou en ti, tri vo doc’h an oaled.


Get ur galon eürus, ur galon lan a joa

M’huskello ar bihan pa vin e man gwele.


Me savo da vitin a alumo an tan

A roay lein da man dous, kaot d’an heni bihan


Ouzhpenn a pa soñjan, pa dostay an drougoù

Me gavo c’hoazh man dous da reiñ din remedoù.


Daousto din bout koutant ne lârin ket «mersi»

Met pa gavin an tu kement ’rall rin e’iti.


Neuze ni vo eürus hemp monet da filaj

Ha hemp soursi erbet ’maet gober hon menaj.