GWAZH-FANTAN-VAT (72)

GWERZENN

Redit gwazhig vihan é kuitat ho plomenn

Ho tour a zo ken spis, ken sklaer èl ur werenn,


C’hwi zo bet a viskoazh anvet Gwazh-fantan-vat

N’hoc’h eus ket ho parez e nebtu er c’hornad.


Kuzhet en ur bod koad, hañval doc'h un neizh moualc’h

Ar fantanig roa dour d’ar wazh vihan he gwalc’h.


Nend eus ’maet ur rigol e’it kas an dour d’an dias

Rak traoù estimet mat ne vênt ket biken bras


Met ken kreñv vo d’an hañv èl da greiz ar goañv

Na deiz erbet er blez ne chomo da zihan

«Bannig dour fresk ha mat c’hwi zo lan a vertuz

Kalz muioc'h e’it n’en deus lennad vras an Dourdu.

Ne weler en-dro deoch ’maet yeot tro ar blez,

Nebeutoc’h d’ar goañv e’it d’an amzer nevez —


C’hwi zegas ar beler tro-distro d’an aoglenn

A ra touziñ bep blez seizh gwezh kein ar flourenn.

Bezet abred, diwezhat, c’hwi ra d’an traoù glaziñ,

Pa gouezh erc’h àr an douar e vez yeot da droc’hiñ.


Gwelet vez é sec’hiñ ar lann er lannegi

Hag e tro deoc’h fantan e seblant miz Mari


Met an hent hoc’h eus d’ober zo berr doc’h an daou du

Mad oc’h lonket kentizh e kreiz gwazh ar Froud-du.


Honnañ ho kas geti pellikoc’h àr he goar

E’it ho taoler a-blom en un toull e gwazh Sar


Gwazh-Sar a zo ’gozik etaldoc’h èl ur mor

Hi zo hir ha ledan a zo don ha digor


Met petra kement-se e-tal ho bannig dour?

Mar talv Gwazh-Sar moneiz c’hwi hempken a talv aour


Hi zo ar muzul bras, c’hwi zo ar wezh likeur

Evet dour ho fantan vo berped mam boneur.