AN NEIZH MOUALC'H (28)

TON: Viens Poupoule.


1

Un deiz é vale 'barzh ar c'hoad

Me gavas un neizh moualc'h;

Ur skeul vat oa ret da gaout

E'it gellout mont d'er «c'hlac'h»;

Met p'oan arriu e-tal an neizh,

Ma skeul a oa re verr,

Hag en ur astenn c'hoazh mam brec'h

Dapen ket a hanter

An neizhioù — A zo traoù — Pa vênt àr ar barroù,

Ha ma nend oc'h ket daou

Eit kaout an uioù,

Ma diaes — Deoc'h 'liés — E'it krapiñ d'ar lein aes

Rak an neizhioù zo traoù

E'it torriñ ho mambroù.


2

Berped em eus bet plijadur

É hont da galsk neizhioù,

Ha kalz muioc'h c'hoazh a-dra-sur

A pa gaven uioù,

Hag a pa gaven un neizh moualc'h,

Èl holl ar vugale,

É welet pevar ui glas a-barzh

E kreske c'hoazh ma joa.

A viskoazh — Neizhioù — A vez diaes da «glac'h»

Ha chom a ra trawalc'h,

— Ne vênt ket kavet razh —

Rak berpet — Faot lâret emaint dalc'hmat kuzhet.

En dezerzh a viskoazh

E vez an neizhioù moualc'h.


3

Bremañ nend on ket stummet ken

Da glask an neizhenn moualc'h,

Gwell e vehe din 'benn ar fin

Kavout ur pezh a blac'h.

Setu me pell 'zou é c'hortoz

E ti ma zud er gêr,

Marse eh eus unan dispos

Ha koutant da 'm c'hemer.

Ya, unan — E-unan — Ne vern bras pe bihan

Rak pell mat e kavan

Ma-unan e choman.

Hag un deiz — Lan a joa — Me zimezo neuze

Meit dreist-holl e kredan

Karantez ar gwellañ.


4

Bremañ, e laoskin da'm aviz

An neizhioù, a-kostez

E'it mont bep Yaou d'ober ar lez

Da foarioù Gemene,

Ma ne gavan heni erbet

Me yay bet-hag Pondi,

Me yay tre bet-hag ar Faoued

El lec'h chom hemp heni.

Met merc'hed — Ne faot ket — Na grediñ gwezh erbet,

Ne ouiont ket lâret

Namaet gaouier berped.

'Faot kredein — A gav din — P'o c'hlevit é kontiñ

En eskemm kaer berped

D'ar pezh o dez lâret.


5

Kement-se zo kaoz a viskoazh

E choman hemp heni

Rak me grede ar gevier razh

A lârent da heuli,

Met pandeogwir eh on desket

Da glask an neizhoù moualc'h,

Ar wirionez eo din gwelet

E-mesk ar gevier razh.

Gwirionez — Gaou ivez — Me gred razh an traoù-se

Diforc'h eil d'egile

A zo diaes ivez.

Pa soñjan — E kredan — Ema din ar gwellañ

Choaz ur vestrez nevez

Dimeziñ gwazh-ar-se.