NATUR HA DISKADUR

(9)


D’ar c’hours-se, maner koad-Kodu a oa en e bonifikat, da lâret eo, ar gwellañ mand eo bet biskoazh, hag an dudjentil en daremprede tro ar blez.

Un deiz ma oa an Aotrou é tiviz get e veitour, e ta dezhoñ da zispleg ar lâre-mañ hag a anavomp razh: «Dre natur». Eme-eñv, «ar gevr a ya d'ar broñs.»

« Goût er-walc’h a ran kement-se», a reskond ar peizant, «kerkours èl un all», hag a lâr: «Gwell eo natur e’it deskadur.»

«Ho! ho!» a ra an Aotrou, «gortoit un tammig neuze mar plij genoc’h. Rak, mar lâran-me ar wirionez, c’hwi lâr-c’hwi ur gaou. Gwelet o raomp e buhez ar sent, tud a fall vuhez: laerion, multrerion ha re ’rall é tonet da vout sent bras, é teskiñ ar relijion. Sellit c’hoazh, me ’m eus er maner ur c’hazh desket da servij gwin doc’h taol kerkours èl pep marmouz (singe) ha ne lârehet ema dre natur neoazh.»

«Fet ag ar pezh a sell ar sent ne lâran netra rak an dud-se, kent em goñvertis, ne oant ’maet fariet. O natur a oa mat. Setet (seulement) me vehe koutant bras da welet ho kazh é servij doc’h taol ar gwin-se, a lâr d’e dro ar meitour.»

«Aes e vehet lakaet koutant», eme an Aotrou. «Dait genin àrc’hoazh da verenniñ ha c’hwi welo.»

An deiz àr-lerc’h sur, setu ar peizant doc’h taol an Aotrou, ha getoñ en e sakod ur voestig koad, hag er voestig koad-se ur logodenn.

Èl mand eo ar c’hazh é tiskarg gwin er gwer, eñv denn e voest ag e sakod hag he digor. Kentizh: prrrr… setu achapet ar logodenn. Kentizh ivez, ar c’hazh a laosk ar voutailh da gouezhel, «hoér» a vehe waet dezhi, hag a sailh a-blom àr ar logodenn: Ar voutailh, un div pe teir gwerenn, un tri pe pevar plad a zo drailhet, ar gwin a zo skuilhet hag an Aotrou a chom mut. Doc’h an drouz, doc’h ar vorb (écho) ag an traoù é strakiñ ar vatezh a zo daet da welet.

«Ha! ha! ha!» a lâre ar meitour d’e vestr en ur c’hoarzhiñ, sellit bremañ ma nend eo ket gwell natur e’it deskadur!»

«Geo, geo», a reskonte an Aotrou dousigoù, «gwir eo». - «Ya, gwir er-walc’h», eme ar vatezh d'he zro, «setet nend eo ket ret deoc’h torriñ ar pezh a zo àr an daol e’it kement-se».

«Dam!» a soñje ar peizant, koutant da vout tizhet e Aotrou, pa vez desket unan e vez berpet diàr e goust.


Job an Toull-Flat.