AR MEVEL BRAS GWEZHARALL (74)

TON : An daou lonker ag an Alre

1

A-c’houde foar Veurzh diwezhañ

Eh on gopraet en un tiegezh,

Marse ’barzh an dachenn wellañ

A zo er c’hornad-se a-bezh.

DISKAN:

Setu perak ivez, gê malura loñ lêr,

Ar mevel bras on-me, gê malura loñ gê.

2

Pevar-ugent skoued just en argant

Da mam blezad am bez, kontet,

Get difeurasion e kreskont

Lienaj, chaosoù, botoù koad.

3

Holl ar labour start ha kalet

A zo deliet din d’ober

Ha dougen seul gwezh pa vez ret

Ar bec’hioù bras, ar re ponner.

4

Get ar predoù e lein an daol,

E-tal an dorzh ema ma lec’h

Ha me droc’h ar bara segal seul taol

Da gement den zo en tiegezh.

5

Pa yan d’ar filajoù d’an noz

Pe d’ar foarioù vras ag ar vro,

Me ra ur youc’halenn dispos

Da ma c’hensorted ag an dro.

6

Ur bamboch mat a ran seul foar,

Ne c’houarnan blank erbet genin;

Ma gopr a zebran a hanter

N’em bo ket ‘walc’h e’it dimeziñ.

7

D’ar vatezh eh on dimezet

Hag en deus gwraet èldin ivez,

He argant he deus dispignet

É preniñ dilhadoù nevez.

DISKAN DIWEZHAÑ:

Setu perak ivez, gê malura lon lêr.

Mevel bras chomin-me, gê malura lon gê.