PAOUR-KAEZH PLAC’H

(5)

Ar mare arall, me lenne en ur gazetenn vras penaos un davarnourez ag ar gêr a Roazhon en doa tapet prizon evit bout aliet ha gourc’hemennet d’he mitizhion gober fall, mar ne venne ket dezhe koll o lec’h.

Pere a oa ar mitizhion-se? Allas! E’it an darn muiañ merc’hed a ziàr-vaez, merc’hed hor bro. Unan anezhe a oa ag ar c’hostez ag ar Morbihan, ag ur barrez tost da Lanwelan. He zud, gounidizion, èl ma oa ar goshañ a eizh a vugale, en doa hi kaset e kours da c’hoprat, da drizek vlez; met el lec’h he lakaat àr ar maezoù tost dezhe, ar pezh a oa ar gwellañ ha memp o dever, ema kaset d’ur gêr vras: Pondi pe an Oriant.

Da bemzek vlez, p’he deus desket un tammig galleg ha daet da vout «dégourdi» èl mah lâre he zad, hi a-raok da Roazhon ha degouezhet just er-walc’h en ti milliget-se. Eno ar vestrez diroll-mañ, en doa gourc’hemennet dezhi gober stad ag an dud, evet gete ar muiañ gwellañ, gober c’hoari gaer ha buhez fall…

Setu penaos hiniv an deiz, da naontek vlez, nend eo mui ’maet ur vambocherez vras hag ur fall verc’h, da lâret eo, ema kouezhet en diwezhañ pazenn ag an dud. He zud a lâr c’hoazh: «Marivonig a zo plaset mat, en un ti a-dres, get un intron vras». Tud inosant ha kablus dreist pep tra. Ne vehe ket bet gwell dezhe he c’has diouzhtu da greiz lenn an Dourdu, e’it bout he laosket monet, ken abred, d’em goll d’ar c’hêrioù bras? Geo, ha divlamoc’h e vehent c’hoazh.

Paour-kaezh Bretonezed sot!


Chakouz.