AN DOUAR GWINIZH-DU (65)

GWERZENN

A razh ar blezad ed a lak {lakat v lakaat > 3GU me laka}ar labourer

Nend eus heni {heni = hini ebet D hani / hahni } dezhoñ a daol muiañ micher {teurel micher…}

Evit {evit = eget (keñveriadenn)} ar gwinizh-du D gunehtu/ sandhi gwinizh+du D gwinizh Tdu} . Ret eo, hrevez {hrevez hervez D revé} ar mod,

Mah {mah = ma+e(h)} vez bouljet {bouljiñ an douar = troiñ an douar} an douar, lakaet prop {prop D prop}, flour ha blot.

Labourat bep eil taol an oged {oged D hoged}, an arar {an arar D an arer}.

Mont d’an treuz ha d’an hed seul gwezh mah vo dober;

{ d’an treuz ha d’an hed = a-hed hag a-dreuz} {seul gwezh = seul wezh er brezhonegoù ‘rall (kemmadur)}{dober = afer = ezhomm (dianav er VP)/e’mm}

Er skrabellat get heol e’it lazhiñ ar lousteri {lousteri D loustri = ar «salopriaj» an deiz a hiriv!};

Da fondiñ {fondiñ = dismantriñ} ar «pelot» {pelot ne vez ket kavet er GABAV} kemer c’hoazh forzh soursi. {kemer soursi = lakaat poan = gober an traoù a vod}

Goude e vez skuizh mat an dud hag ar loened

Komañs en-dro arre ken e vez luduet.

Er gwashañ a vo gwraet pa vo stuzet {stuz D stu / stuziiñ = lezel an douar da repoz}an douar

Rak aveit en hadiñ c’hwi c’hell mont àr ho koar. {àr ho koar / dousigoù}

En ur penn deiz {ur penn deiz = ur penn-devezh = un hanter deiz} hempken C’hwi c’hello penn-der-benn {penn-der-benn = penn da benn}

En hadiñ ’gozik {’gozik D gozetch alies ha vez impleet kalz er VP ha n’eo ket ar ger «kazi» a vez kavet er brezhonegoù all / hogos er yezh skrivet ne vez ket kavet alies – tost eo doc’h ar ger kembraeg «agos» a sinifi «tost» - ur ger mat eo enta – unan a berlezennoù brezhoneg ar vro Pourlet!} rak get un tamm kouarc’hadenn,

Doc’h {doc’h = hrevez ar mod} m’ema ho tachenn, ho tud da labourat,

Ha doc’h mah vo kentoh kalz a zevezh-arat. {gortoz a raer al liester (?) goude «a» : kalz a zevezhioù-arat (àr batrom «kalz a dud»)

Ouzhpenn {ouzhpenn Skr «open» } c’hwi lakay c’hoazh na {na fosfat ha skori ? ha fosfat ha skori? Na??} fosfat ha skori,

Rak bremañ doc’h en del {del = delioù ??} nend aer {an dibersonel skouer : «ned aer ket», ne veze ket klevet er gêr genin divat} da c’hoari,

Ha mard a gwezh-a-vez {gwezh-a-vez D guéhavé = a-wezhoؙù} glavigioù àr e oar { Ha mard a gwezh-a-vez glavigioù àr e oar - un tammig diaes da gomprenn !}

E tay deoc’h, en ho park, gwinizh-du bec’h an douar {bec’h an douar – e-leizh /kalz anezhoñ}

Ha krampouezh ha galet {ar galet a vez gwraet get avaloù douar drailhet ha gwinizh-du er vro Pourlet} a vo diwezhatoc’h.

Krampouezh lardet ha chistr nend eus netra matoc’h { matoc’h - un tammig euzhvil amañ. Sanset ne ket ket lâret «matoc’h» e brezhoneg : gwell / gwelloc’h hempken!}

Marsé mard oc’h daet mat, ar vestrez ag an ti

Get un daou pe tri ui a zoublo anezhi. {doubliñ ur grampouezhenn get uioù}

N’ho po {n’ho po D/Skr : ne pou ket} ket da lâret dezhi memp trugarez

Met pediñ Doue ma vao gwinizh-du bras bep blez {bep blez sandhi bep plez !}.