Daoulagad Glas Man Dous (18)


D’ar c’hours mah raen ar lez {ar liz}

E kreiz ma yaouankiz,

An dous am boa choazet

E-mesk an holl merc’hed,

A oa koant, delikat

Ha glas a zaoulagad.

Kement-se a ray din

Ar muiañ he c’harin.

2

Hiriv c’hoazh pa soñjan

E man dous karetañ,

En he daoulagad glas,

Me ’m bez {m’em bé} plijadur vras.

Ma c’halon a vez gae ;

’Kredan e ran get joa;

Bravoc’h sur nend eo ket

Baradoez an Aeled.

3

Er fin ag an amzer,

Ar stered tro ar loar

A zo stankoc'h e’it glav

Hag a stergan ker brav,

Met daousto d’an dra-se,

Daoulagad man dous me

A zo bravoc'h meurbet

E’it nend eo ar stered.

4

Mar bez {Mar bé} ret din un deiz

He lezel a-kostez

’Balamor n’hellin ket

Dont {devout}da vout he fried,

Me ’m bo sur kalonad

Mar bez ret ankouazhat

He daoulagad glas-dour

A garan dreist an aour.

5

Ya, mar bez ret din-me

Achiuout mam buhez

Hemp bout biken joentet

Doc’h ma muiañ karet,

Me c’houlenn {m’houlen} a greiz kalon,

Mah ray c’hoazh evidon

Ur sell hempken, allas !

Get he daoulagad glas.