AR BOKED ROZ (66)
GWERZENN
Me zo-me ur bokedig roz,
Me zo ganet tremen an noz
En ur zispleg, dispos,
Mam bleuñvennigoù kloz.
2
Me zo fleurenn ar vravite,
Me’m eus livaj Aeligoù Doue.
Nend eus àr-dreiston-me,
Àr an douar, tra ken gae.
3
Ar gwlizh mitin, kent ma kuita,
Man gwalc’h ken kaer ha mam bleuñv ra
Ur sec’h hemp gout netra
Doc’h an heol p’em ziskoueza.
4
Ar papilhon kaeroc’h e’it kaer
Àr ma c’halon a gav deverr
Pasiñ, lan a zouster,
Un herradig amzer.
5
Ar weranenn é klask he sukr
A gant voked, memp er re brug,
A za c’hoazh d’am ambroug
Dreist an holl èl o dug.
6
Geti, edan he divaskell,
Dre an amzer, ar gwallavel
Ma sukr a ya forzh pell
Geti d’ober he mel.
7
Ar verc’h yaouank da driwec’h vlez,
Ken gae èl an heol da viz Mae,
Man doug ivez get joa
’Lies doc’h he c’hostez.
8
Nag e vehe evel ar liz
Ar fleurenn ag ar yaouankiz,
Genin he ampartiz
En deus muioch a briz.
9
Ag an den kozh èl ar c’hrouadur,
Doc’h man gwelet ker kaer, ker pur
Ma c’hemer a dra sur,
O-daou get plijadur.
10
Rak me zo get pinv’ik ha paour
Ur merch gwiroc’h evel an aour,
O ya, hemp en difrae,
Me zo merch ar boneur.
11
Get ar vuhez n’em eus soursi,
Ne bad ’maet tri deiz ma heni,
Ne anavomb ket ni
Èldoc’h ar gozhoni.
12
Perak enta kemer anken;
Ganet e oan dec’h da vitin
Ha setu me er fin,
Àrc’hoazh ne vin ket ken
13
Nann, ’benn àrc’hoazh é vin goeñvet
Ha c’hwi, mard it da man gwelet,
Mam bleuñv ker kaer livet
A vo din-me, kollet.
14
Ne chomo ag ar boked kaer
’Maet un tamm poùtr, un dra dister.
Setu en ur gomz berr
Lâret razh ma istoer.
15
Setu c’hoazh doare peb unan
Rak an holl dud, bras ha bihan,
Pa vênt marv a gredan,
Netra int hemp eneñv.